Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
emgann kergidu

ar zao-heol. An devalijenn a ia kuit, hag eun tammik sklerder a sklerijenn ar bed. Ne ket deiz c’hoaz, hag evelato ne ket noz ken nebeut.

— Erru an deiz, eme Loull ar Bouc’h, poent eo dign mont ac’halenn varzu ar gear. Ne gredan ket e ve bet ar chouanted hardiz avoualac’h evit chomm betek sao-heol e bourk Plouaret, rak soudardet a c’hell en em gaout eno varnho a bep tu.

Hag ar persoun intru d’en em jacha er meaz euz he garpount. Mez, siouaz ! sounnet eo he zivesker, brevet he gorf, sklaset he izili, pounner ha boudinellet he benn ! Evelato, ar c’hoant en deuz da zerc’hel he vuez ganthan a ro d’ezhan nerz nevez ; dont a c’hell euz a zindan he bount, tenna a c’hell he zivesker morzet euz a greiz al lec’hid ; diou pe deir gueach e riklaz hag e ruillaz divar dalbenn an hent braz oc’h esa dont var gorre. Evelato, a forz da boania ha da spega el letoun, gand he ivinou, e c’hellaz dont a-benn euz he daol.

Setu ive ’ta, abred dioc’h ar mintin, ar persoun intru var an hent braz, enn he roched, diarc’henn ha diskabell. Chomm a ra eur pennadig da zellet enn dro d’ezhan da c’houzout e peleach eman. An ear en deuz da c’houlen outhan he-unan : Daoust ha ne ket an oll draou-man eun huvre ?

Edo er c’his-se e kreiz an hent pa glevaz, o tiskenn euz a gostez ar C’hoz-Marc’had, eun den nag a valee prim, evel divar nij, digor he zivesker, ramp ganthan, dibreder ha skan he droad, eur penn-baz enn he zourn hag he vuentle azindan he vreac’h, o vont enn tu-bennag da glask pemp guennek d’he zervez. Hennez a ioa eur c’hemener, pe eun artisan-pleg, euz ar C’hoz-Marc’had, hanvet Per ar C’houil, o vont abred d’he labour.

Pa velaz ar C’houil eun den guenn e kreiz an hent braz, — Loull ar Bouc’h a ouzoc’h a ioa enn he roched, — e chommaz a za ; kaout a reaz d’ezhan oa eun ene paour bennag deuet euz ar Purgator da c’houlenn pedennou digant ar re veo, hag ec’h en em daolaz d’an daoulin da lavaret he Zeprofundis. Teir pe beder De profundis en doa lavaret a greiz he galoun, hag an den guenn a jomme atao var an hent braz. Sevel a reaz divar bennou he zaoulin, hag, e fesoun, en eur zevel, e reaz trouz, rag, en dro-man, an den guenn en deuz an ear da zont varzu ennhan.