Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
emgann kergidu

ket lakeat enn eun nec’hamant ker braz ha da hini, enn deiz a herrio ?

Enn eun taol kount e klev dor an ti o tigeri var ar porz. Ar jabadao a rea ar chouanted oc’h aoza ho c’hoan a laka he galoun da grena, he benn da voudinellat hag he zent da sklakal ; stanket eo toull he c’houzoug, ne c’hell ken tenna he alan...

Daoust hag hen a zavaz neuze, varzu Doue, he galoun kaledet ?

Eur zoudard a deu er meaz euz an ti ; dont a ra var eeun varzu ar c’hraou...

Hag ar moc’h atao, evel pa viche an diaoul enn ho c’horf, a doche, a zoroc’he hag a oc’he...

Emaor erru varnoun, eme Loull ar Bouc’h, en dro-man eo great ganen !....

Hag ec’h harpaz he benn ouc’h ar voger o c’hedal an taol diveza.

Mez ar chouant ne reaz ket a van evit klevet ar moc’h. N’en diviche biken kredet e viche bet ar persoun intru enn ho zouez. — C’houi a gaf d’ehoc’h e viche deuet ar sonj-ze d’ehoc’h enn ho spered ? — El leac’h mont d’ar c’hraou, ez eaz var eeun d’ar bern keuneud a ioa e kichenn ; tenna a reaz teir pe beder horden goat euz ar bern, ho zamma a reaz var he gein, hag ho digas a reaz d’an ti da boazat koan.

Ker buan ha ma oa eat ar chouant enn ti, ha serret an nor var he lerc’h, Loull ar Bouc’h a zao kaloun d’ezhan.

— Oh ! emezhan, ne ouzount ket emaoun aman, guell aze ! Evelato, aman emaoun en diasur ; eun tamm c’hoant ebken da gas gantho unan euz va moc’h a zo avoualac’h evit va dizelei. Guell eo dign kemeret an teac’h, ha mont pelloc’h da glask eun toull kuz-all bennag, el leac’h ma ne vezo ket a voc’h o toc’hal.

Dont a ra var he barlochou, pe var he grabanou, mar kavit guell, da gaout an nor da zellet ha da zelaou ; ar moc’h atao var he lerc’h ouc’h hen horta, ouc’h her bunta a daoliou fri, evel pa o diviche c’hoant da lavaret d’ezhan n’o doa ket a affer anezhan enn ho zouez. Hanter-zigeri a ra an nor, guelet a ra ar chouanted enn he di, pep hini gand he labour evit aoza koan ; trouz a zo gantho, mez serret eo an nor, hag er porz n’euz den ebed. Amzer en deuz ive ’ta da dec’het kuit... Kerkent e tigor dor ar c’hraou... Hag hen ac’hano enn he hent, ma ne c’houie, d’an daou-lamm, didruez