Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
emgann kergidu


C’HOUEC’HVED PENNAD


————
Loull ar Bouc’h e kraou ar moc’h
He varo e Bourbriak


Ha Loull ar Bouc’h, petra oa deuet da veza epad m’edo ar chouanted o trei an traou, enn he di, var an tu var-enep, o klask kaout krog ennhan ? Loull, eb gouzout petra a rea, na da beleac’h ez ea, a ioa eat, evel a ouzoc’h, da guzet d’ar c’hraou moc’h. Serri a reaz kloz an nor varnezhan, ha mont a reaz d’ar c’hougn tenvalla. Eno, gourvezet etouez an teil, he zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel eur c’hi, e krene, evel eur bern deliou, pa gleve an tennou fuzil o sklakal hag an armeliou o tigeri a-flao. Beza edo var c’hed taol ar maro, rag gouzout mad a ra pegement a zrouk en euz great d’ar chouanted ha d’ho zud ; gouzout a ra n’en deuz netra da c’hedal digantho. Hag iskiz eo neuze mar deuz beac’h varnezhan ?...

Ha c’hoaz, ne ket avoualac’h kement-se. Ar moc’h n’int nemed moc’h, evit guir, hag evelato ne gavent ket a zoare, e fesoun, guelet Loull ar Bouc’h o tont er memez kraou gantho. Rak mont a reant, peb hini d’he dro, d’her c’haout, d’he gougn, d’her c’houesa, d’hen turia ; hag, evel ma’z oant minoueret gant eun tamm neud orjal a ioa e bek ho fri, e skrabent hag e ribinsent he feskennou d’ezhan beteg ar goad. N’euz forz, Loull ar Bouc’h en diviche gouzanvet, eb en em glemm, an oll ribinsadennou-ze, ma n’o diviche ar moc’h great nemed an dra-ze. Mez ar moc’h, evel pa viche drouk ennho, evel pa vichent kounnaret o velet Loull o chomm enn ho zouez, a doc’he, a zoroc’he hag a oc’he kement ha kement ma o doa an ear da c’hervel ar chouanted, ha da lavaret d’ezho edo ar persoun intru er c’hraou gantho. Ar paour keaz den a ioa enn noaz, hag evelato e tivere an dour diouc’h he dal ; trei a rea he c’hoad, ne c’houie ken da be zant en em voestli !

Ah ! Loull ar Bouc’h ! da zourn var da goustianz, mar deuz c’hoaz koustianz enn da greiz, ped den nac’h eus-te