Eun toullad tud hoc’h euz dallet,
Hag ho zouella a rit bepred ;
Komzou Doue a aloubet
’Vel ma ra ar falz Propheted.
C’houi ’dlefe goulen trugare
Ouc’h an dud hoc’h euz, ep true,
Er mez an Iliz dientchet,
’Vel ma ra ar bleiz d’an denved.
C’houi a neveza ar glaziou
A Jesus-Krist dre ho faziou,
Kel liez ma sakramantet,
Ha ma rit karg belek ebed.
Krenit gand aoun, va mignoun,
Euz ar galeder a galoun ;
Hag o pet spount, evel Judaz,
Ne goufesfac’h en eun diskred vraz.
Kaer ’zo ober, red ’vo mervel
Pa garo Doue hor gervel ;
Pebez anken var ho maro,
Pa velfot skler hoc’h oll guallo !
Doue hoc’h euz krenn dilezet,
Ha c’hoaz Doue n’ho tilez ket ;
Seul vui eo braz he vadelez,
Seul vraz eo ho fallagriez.
Poent eo d’ehoc’h selaou mouez Doue,
Kaout truez ouz hoc’h ene ;
Hoc’h el mad ne dav d’ho kelen,
Da gemer hent ar binijen.
Hogen da genta e ve red
Dilezel iliz Plouaret ;
Goude dislavaret ho le,
Hag ouc’h an oll goul trugare.
Red eo anaout, va mignon,
Augustin hoc’h Eskop guirion,
Augustin [1] Eskop a Dreger
Breman koulz ha pa oa er ger.
Hennez eo ho mestr hag ho tad,
Hennez ho kelenno ervad ;
Neuze e leverfot gand joa
Jacob intru [2] n’hoc’h dign netra.
Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/67
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
emgann kergidu