gerne gand ar zoun-ze, ha dre ma’z ea Loull ar Bouc’h ne gleve nemet-hi. Goazed ha merc’hed, koz ha iaouank, oll he c’hanent. Ton ar zoun eo ton guerz Lochrist-an-Izelvet, chapel euz a barrez Guinevez-Lochrist, enn eskopti Leon.
Sonjit, Loull ar Bouc’h, mar gellet,
Enn drouk a rit e Plouaret :
Saotri an oll Sakramanchou,
Ha glac’hari an eneou.
Ouc’hpenn m’hoc’h euz kalz diskuliet,
Darn anezho ’zo bet tizet
Dre ar bac’h, ha dre an armou
Pa ne gredent d’ho kentelliou.
Madou darn hoc’h euz kemeret,
Eb koustianz na lealded ;
Ne z’euz men enn ho ti
Ne ra dec’h bemdez kri var gri.
Harluet hoc’h euz, ma mignoun,
Ar veleien hag ar persoun,
Dre vir, a barrez Plouaret
Ar bobl-se a zo ho denvet.
Ne c’hellit gouzaon beleien
A zo katolik ha romen,
Pa na deuont da gaout mad
Ho le hag ho fazi, timad.
Hoc’h Eskop hoc’h euz dilezet
A zo gand ar Pab bet savet,
Nemet intru n’helfac’h bezan
Pa n’emoc’h ket laket ganthan.
Ar Pab hoc’h euz ivez nac’het
Pa hoc’h euz hen dilezet
’Bars an traou a relijion
’Vit heuill lezen an Nasion.
Leret pedennou, mar keret,
’Vit ar Pab n’ho anzavo ket ;
Doue a damall penn-da-benn
Ho pedennou hag ho lezen.
Eur belek er mez an Iliz,
Evel ma oc’h, n’eo ket iskiz,
E kouesfe en devalijen
Pa bella diouc’h ar sklerijen.
Pa n’hoc’h euz na guir na doare
Da veilaat klenved an ene,
Tavit da goll an eneou,
Tavit hoc’h oll saotrerezou.