all dre eno. Setu aman ho hanoiou : an Aoutrou Hermit, an Aoutrou Malledant, an Aoutrou Iann, an Aoutrou Jegou, an Aoutrou Corr. Mad, evit miret ouc’h Loull ar Bouc’h hag he zitoianed da c’houzout e komzet dirazho euz a veleien, oa roet d’ar pemp Aoutrou-man peb a leshano. Evelhen oant leshanvet :
An Aoutrou Hermit, Lukaz al Louzaouer, pe ar medisin, evel a leverer breman ;
An Aoutrou Malledant, ar Miliner ;
An Aoutrou Iann, ar Skrivagner ;
An Aoutrou Jegou, ar C’higer ;
An Aoutrou Corr, Fanchounn.
Pa veze izoum a unan euz ar veleien-man en eul leac’h bennag, ha pa ranket komz dirag sitoianed, pe dirak soudardet ar Republik, e komzent evelhen, an eil ouc’h egile, an dud leal hag ar gristenien vad :
— Kleo ’ta, Hirvoan, lavar d’ar Miliner ne ket bet dre zu-man pell-zo o portezat ; koulskoude du-man eo iac’h kaloun an dud hag e tebrer bara. Lavar d’ezhan dont kenta ma c’hello, ha digas ganthan he gar, rak meur a zac’had a zo da rei d’ezhan da vala.
Dre ar c’homzou-ze, an Aoutrou Malledant a c’houie e peleac’h en doa kals labour da ober, kals tud da gofez.
Eun all a lavare :
— Kemenn d’ar C’higer ez euz e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lard da ziskar a-benn ma teui goueliou Pask. Lavar d’ezhan digas ive ganthan Fanchounn da glevet ouc’h ar goadegennou. Eun dervechad mad a labour o devezo ho daou. Zoken eo guelloc’h d’ezho dont d’ar guener, rak ne gredan ket e c’helfent achui ho fennad labour enn eun dervez.
An dra-man a ioa evit lavaret d’an Aoutrou Jegou ha d’an Aoutrou Corr e viche, d’ar guener ha d’ar zadorn varlerc’h, tud oc’h ho gedal e Kermabrouz, hag oa c’hoant e chomchent da loja evit kofez epad an noz hag oferenna antronoz vintin.
Eun all, melkoniet, a iea, e kreiz eur vanden dud a bep bro, da gaout he gamarad hag a c’houlenne outhan :
— Euz a beleac’h oc’h-c’houi, va den mad ?
— Me a zo euz a barrez Tonkedek.
— Daoust ha ne anavesfac’h ket dre eno eul louzaouer hanvet Lukaz ?