Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
emgann kergidu

Daoust ha Judaz ha ne oue ket kaset ganthan d’en em grouga kerkent ha m’en doa great he daol trubarderez.

Ar beleg intru a ioa e Plouaret, a ioa he hano Loull ar Bouc’h, da viana lavaret a reat oa hennez he hano mad, rag deuet oa euz n’ounn dare peleac’h, ha den er vro ne c’houie hen anaout. Lavaret d’ehoc’h petra rea a vad e Plouaret, ne ket eaz dign, rak ne rea vad ebed. Den na dea var dro an iliz, nemed avechou unan-bennag da c’hoarzin pa vele Loull ar Bouc’h, mezo-mik-dall, beac’h d’ezhan o chomm enn he za, oc’h ober an neuz da esa lavaret an ofern. Ne veze peurvuia var he dro nemed he gloc’her ha pemp pe c’houeac’h kanfard-all, a veze ganthan oc’h eva banneou hag o tiskuez an hent d’ar zoudardet da vont da gregi, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, enn tiez divar ar meaz. Var an dra-man avad oa ki. Bemdez e kase he ganfarted, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, epad an noz, eur beleg bennag o redek dre ar vro, ha da denna digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriez, kement a c’houient divar benn ho zud ha divar benn kement hini a iea hag a deue dre ho zi. Dioc’h an noz e tiskuizent oc’h ober cher-vad hag oc’h eva banneou. M’hen tou d’ehoc’h e furchent mad ar vro, e c’houlennent kals keleier, hag e ranket beza fin meurbed evit tec’het enn ho raok.

Mez, evel a lavar ar re goz : Da gaz mad, raz hevel. Mar o doa skiant kanfarted Loull ar Bouc’h, ar re a zioualle ar veleien vad n’oant ket diot ken nebeut. C’houi, paotred iaouank an amzer zo breman, hoc’h euz kement a skiant var ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret ia ha nann e gallek, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeou eget da gofez, daoust ha c’houi o piche great guell eget na rea an dud iaouank euz va amzer-me, ne c’houient, an darnvuia, na skriva na lenn ? Beza fur ha karet Doue a greiz ho c’haloun a c’houient avad. Petra o piche-c’houi great evit kas ha digas ar veleien euz an eil parrez d’eben, euz an eil ti d’egile, eb rei da anaout d’ar sitoianed ar pez o poa c’hoant da ober ? Mad, setu aman ar pez a reaz goazed Plouaret ha goazed ar parreziou-all a dro-var-dro.

Ne d’an ket da henvel d’ehoc’h aman kement belek a ioa chommet e bro Landreger ; ne hanvign d’ehoc’h nemed ar pemp a ioa e Plouaret, er C’hoz-Marc’had hag er parreziou-