Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
emgann kergidu

hag a ziagent. Dont a ra da galedi enn he bec’het, dilezer a ra Doue, ha neuze n’en euz mui ken c’hoant nemed da rei d’he gorf an oll blijadurezou a c’houlen. C’hoant en deuz da gaout cher-vad hag arc’hant enn he c’hodel ; n’en deuz ket, rak evet en deuz he c’hounidegez. Abalamour da ze ne zell nemed gant kasoni ouc’h ar re o deuz eun dra-bennag, oc’h ar re a vev enn ho eaz. Hen ive, ma karche beza bet eun tammik bian piz, en doa breman destumet eur guennegig-bennag ; mez, siouaz ! korf a c’houneze hag e korf ez ea.

Abalamour ma n’en euz netra, micherour kear a en em laka atao e kostez ar re fall, rag ar re fall n’int ket ken tost-se d’ho c’houstianz ; ar re fall, el leac’h ma kavint spek, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag etouez ar re-man e kaf d’ezhan e c’hello he-unan kaout ive krok enn tu pe du. Pa vez freuz enn eur vro, pep hini euz ar rumm dud-se a grog el leac’h ma c’hell, ep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, enn eun taol, an oll draou da veza boutin... Ma ne gaf ket d’ehoc’h eo guir kement-man, n’hoc’h euz nemed taoler evez ouc’h ar pez a c’hoarvez er c’heriou pa vez electionou. Daoust ha ne vez ket atao ar vicherourien e kostez an hini fall, pe da viana brudet da veza fall ? Daoust ha c’houi hoc’h euz biskoaz ho guelet, enn eur gear bennag, o vont a du gand an hini a zo douget gand an dud vad, me lavar gand an dud a gar Doue, ho bro hag ar Roue ? Nann, e neb leac’h. Micherour kear hag an den a relijion a zo evel ki ha kaz. Ar c’hi hag ar c’haz a vev didrouz hag e peoc’h er memez ti, ken na deu unan-bennag da isa an eil varlerc’h egile ; mez kerkent ha ma vezo iset ar c’hi, e lamm a razaill var ar c’haz. Er memez tra ive, er memez kear e vevo e peoc’h ar vicherourien hag an dud vad, ken na deui unan-bennag da isa an eil varlerc’h egile. — Ha tud fall da isa ne vank ket. — Neuze avad e vezo guelet ar micherour o krial, oc’h en em zevel hag o razailli var ar re vad. Ha goude kement-all a ziskianterez euz ho ferz, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vad, abalamour ma ne roont ket a voued a leiz-kof d’ezho, d’ho zud ha d’ho bugale, evel pa ne vent ket ar penn-kaoz euz ho dienez hag euz ho foan !

Ni, micherourien divar ar meaz, a labour a greiz kaloun a-hed ar zizun ; ha pa c’hellomp kaout daou vennegat da zul, eo brao d’eomp. Ni a labour er guel a Zoue, a c’hounit bara d’eomp ha d’hor bugale, hag, el leac’h en em zevel a