D’ar mareou-ze, ar re a ioa e kostez ar Roue, e Sant-Briek, o doa c’hoant da vont var gear evit tenna euz ar prizoun ar re euz ho zud hag euz ho mignouned a ioa bet paket gand ar republikaned. Ar c’helou a gement-se a ioa deuet betek ennomp-ni, hag an Aoutrou Kerbalanek a gasas Per Kemener ha me d’ho c’haout, da c’houzout hag izoum o doa euz eun taol skoaz diganeomp evit dont a-benn euz ho c’hrok.
Adreuz ar vro oamp eat beteg Benac’h, rak anaout mad a reamp an hentchou adreuz kerkouls hag an hentchou braz. Mez goude Benac’h ne anavezemp ken nemed an hent braz. Red oa ive ’ta bale dreizhan.
Erru oa an abardaez pa edomp dirak kear Guengamp, ha poent oa d’eomp klask hor lojeiz enn tu-bennag. Me n’em oa ket a c’hoant da loja e kear. Gouzout a rean oa, er gear-ze, meur a zen mad ; enn hor bro hor boa meur a veach klevet hano anezho ; n’hor boa nemed mont d’ho c’haout da lavaret d’ezho piou oamp, a beleac’h e teuemp, da beleac’h ez eamp evit beza digemeret mad. Per Kemener en doa c’hoant braz da ziskenn e kear, rak skuiz oa, ha n’en doa bet, eveldon-me, abaoue ar mintin, nemed eunn tamm bara ha kik, hag eur banne dour fresk euz a eur feunteun. Mez me ne falveze ket dign, rak d’in-me ar c’heriou ne blijont ket. Mar deuz tud mad er c’heriou, euz muioc’h c’hoaz a dud fall. Er c’heriou, ar vicherourien ne labouront nemed pevar pe bemp dervez er zizun. Da zul, el leac’h mont d’an ofern da bedi Doue, ez eont d’an hostaleuriou da eva ha d’en em vezvi. Da lun e rankont beza mezo adarre, abalamour ma’z oant bet mezo enn dervez araok, mechanz. Avechou d’ar meurz vintin e chommer er guele da zistana. Aliez, pa vez great ar pae d’ar zadorn, e chommer c’hoaz eun hanter-dervez eb ober netra, evit beza prest marteze da ober eur c’horfad d’ar zul. A benn ma vez great, er c’hiz-se, daou pe dri dervez eva, e vez eat gounidegez ar zizun, pe var dro, hag evelato er gear euz tad ha mamm, grek ha bugale hag a c’houlenn ive eunn tamm bara. Ho c’hlemmou a laka avechou diez penn ar micherour, mez ne viront ket outhan avad da ober ar memez tra ar zizun varlerc’h. Ha ma teu grasou Doue da skei var boul he galoun ha d’her pika eun tamm, e teui d’he glask eur c’hos-kamarad bennag, evel pa ve digaset gand an diaoul, evit her chacha adarre enn hostaleuriou hag er vouillenn ker goaz