Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
emgann kergidu

c’het gant-han. Eun dervez eur pillaouaer, euz a barrez Botmeur, e menez Are, a deuaz da billaoua da gostez Plougasnou ha Sant-Iann-ar-Biz ; n’en doa biskoaz, a lavare, guelet lenn ebed ker braz hag ar mor. — Ne ket souez. — Mont ha dont a rea, var an treaz, a-hed ar mor a ioa izel, mar doa eun dudi ne velet. Skuiza a reaz evelato o vale, hag e teuaz c’hoant d’ezhan da vont da ober eur c’housk var ar Roc’h-Ledan. Eaz oa d’ezhan mont, rak ar mor a ioa eat kuit ; brao oa d’ezhan, rak tomm oa an heol.

A-benn eur pennad, ar C’herne a zihunaz. Mez siouaz ! ar mor a ioa deuet enn aot hag en doa kelc’het ar roc’h. Kaer en doa ar C’herne klask hent da zont kuit, ne gave hini ; enn dro d’ar roc’h n’oa nemed mor. Koll a reaz he benn ; en em lakaat a reaz da grial ha da iouc’hal ken a dregerne an aot gant-han, betek Rufellik ha Tregastel zoken. Ne oue ket pell evit rei da glevet, rak, ouc’hpenn ma krie kren, Roc’h-Ledan a zo e kichenn an douar, hag enn aot-se e vez tud atao. Den a-vad ne oue spountet, rak gouzout a reat oa amzer da vont d’ar Porz-Louarn da lavaret da eur vag dont d’her c’herc’hat ; ha setu ive ar pez a oue great.

An Aoutrou Troadec a glevaz, ker buan hag ar re-all, oa kelc’het eun den, gand ar mor, var Roc’h-Ledan. Dont a reaz d’ar red d’an aot : c’hoant en doa da vont var neun d’her c’herc’hat, pe da vervel gant-han. Miret e oue out-han, rak ar C’herne n’edo ket var var da veza beuzet ; guelet a reat dija eur vag o tont dreist bek Tregastel. Mez an Aoutrou Troadec n’oa ket evit chom e peoc’h e kichenn ar mor. Dont a reaz da Draon-Ispi, hag ac’hano, divar eun dorgenn, e roaz an absolven d’ar C’herne. Ar pez her lakea evel-se da vont er meaz anezhan he-unan, oa abalamour ma ne c’helle ket kofez eun den hag a gave d’ezhan a ioa o vont da veza beuzet dirak he zaoulagad. Mez n’en em gavaz drouk ebed ; an Talbot, a Dregastel, a en em gavaz e poent gand he vag ; digas a reaz d’an douar ar C’herne ne ehane a grena o velet oa bet ken tost d’ezhan beza beuzet.

Me gred ne ket bet ar C’herne-ze, biskoaz abaoue, o kousket var eur roc’h, e kreiz ar mor, n’euz forz pegenn tomm e c’helfe beza bet an heol var he gein.

Mad, hennez, an Aoutrou Troadec-se, o klevet a begement a bec’hejou oa penn-kaoz ar Berthou, a lavaraz eur zulvez da dud Plougasnou n’oa ket mad d’ezho mont, evel a reant, da efa da di fripouned, evel ar Berthou.