Va c’hredi a c’hellit, den ne gouskaz c’houek e Penn-an-Neac’h enn nosvez-se.
Bep mare e klevet huanadennou e gouele Mari, ha goude-ze ar c’homzou-man euz ar Bater : Dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris...
N’oa ket c’hoaz goulaouet an deiz pa deuaz Anna da aoza dijuni da dud an ti, evel m’her grea a ziagent. Den n’en doa naoun, den ne zebraz tamm...
Mari a ioa sebezet, evel enn noz araok. Chom a rea, evel mantret, da zellet ouc’h he c’hoar-gaer, hep lavaret ger e-bed out-hi. Anna a iea hag a deue hep komz ive ouc’h den. Anat oa e oa doaniet, mez ne doa ket a c’hoant d’hen diskouez ; moustra a rea he c’haloun. Nec’het oa ive evit gouzout penaoz lavaret kenavezo er bed-all da Vari, pried he breur ; aoun e doa da fall-galouni enn taol diveza.
Mont a reaz d’he zammik-kampr, hag eno, daoulinet dirak ar grusifi e doa klevet he fedennou ken aliez a veach, e pedaz Doue a voueled he c’haloun. En em erbedi a reaz ouc’h Jezuz en doa he-unan en em erbedet ouc’h he Dad, er Jardin 01ivez, hag a gouie peger kriz eo ar maro da bep den.
Jezuz a zelaouaz he feden. Skuilla a reaz enn he c’haloun eur berad euz an nerz-se en doa bet he-unan digant Doue an Tad.
Krenveat evelse euz an env, Anna a zistroaz, a-benn eur pennadik, ker seder ha ker mao, ma viche lavaret, ouc’h he guelet, ne dlie drouk e-bed c’hoarvezout gant-hi.
— Va c’hoar Mari, eme-z-hi, goulaouet eo an deiz eur pennad a zo. Bremaik e teuio ar sklerijenn, rag gouzout a rit peger berr eo ar mintiniou er mareou-man euz ar bloaz. Red eo d’eomp en em guitaat.
— Nann, nann, eme Vari, n’oun ket evit ho tilezer.
— Mari, en em glevet omp ; peoc’h var gement-se ; lezit ac’hanoun da sturia ac’hanoc’h ; sentit ouzign.
— Dizec’ha a ra va c’haloun em c’hreiz.
— Savit-hen varzu an env : Doue a ro nerz d’an nep a c’houlen. Selaouit ac’hanoun ; abarz nebeut, me gred, eman ar zoudarded aman. Mad, red eo d’eoc’h beza eat kuit araok ma teuint, abalamour d’ign-me da lavaret, gand guirionez, eo me mestrez Penn-an-Neac’h. Ar pez hoc’h euz da ober ive-ta eo mont da di Loranz ar Sann, da Lopreden ; eno e viot digemeret kalounek, c’houi hag ho pugale. Eberr, pa vezign-me eat kuit, c’houi a deuio enn dro, hag a raio guella ma c’hellfot en eur fiziout e Doue.