Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
emgann kergidu

— Nann, nann, n’oun ket evit ho tilezer, va c’hoar geaz, eur vuntrerez e vefenn ! Na petra a lavarfe ac’hanoun ho preur Per, va fried ?

— Me a lavaro d’ezhan, p’en em gavign gant-han dirak Doue, ouc’h chomet var an douar da zevel he vugale, d’ho c’helenn, d’ho skora, evit m’en em gavimp-oll, en eur gichen, a-benn eur pennad aman, e Baradoz an Aoutrou Doue.

— Oh ! va Doue, ranna a rit va c’haloun !

— Plegit a galoun vad da volontez an Aoutrou Doue, red eo. — Bugale, deuit aman, ho pemp da lavaret kenavezo d’ho moereb. — Kenavezo, Iannik ! Kenavezo, Goulc’henik ! Kenavezo, Laouik ! Kenavezo, Yvonaik ! Kenavezo, Jannedik! Sentit, bugale, ouc’h ho mamm ; heuliit bepred lezen Doue, hag heuliit-hi stard, hag eun deiz ec’h en em velimp er Baradoz. Lavarit ive, eur veach an amzer, eur beden evit ho moereb...

Aman, mouez Anna a gouezaz, uza a rea he nerz. En em deuler a reaz a-dro-vriad enn dro da c’houzouk he c’hoar-gaer en eur lavaret epken :

— Kenavezo, Mari !!!

Hag an diou c’hoar a choumaz eur pennad stak-ouc’h-stak an eil ouc’h e-ben.... Ho c’halounou a lamme harp oc’h harp... Ho daelou a en em veske... Siouaz ! evit ar veach diveza ec’h en em velent er bed-man !...

Ar vugale, o velet hag o klevet kement-all, a vouele hag a grie... Red e oue d’ar meveleien distaga an diou c’hoar an eil diouc’h e-ben...

Mari a zemplaz !...

— Kasit-hi buan da di Loranz ar Sann, enn hano Doue, eme Anna.

Ker buan, ar mestr mevel, Tangi an Dero, a grogaz enn-hi ; n’oa buez ebed enn-hi ken, kel laosk oa he izili evel pa viche maro. Tangi a lakeaz eur vreac’h a-zindan he diouskoaz hag eun-all a-zindan pennou he daoulin ; ar plac’h a harpe he fenn, ar vugale, ho femp, krog enn ho mamm, hini aman, hini a-hount, a deue da heul en eur vouela hag en eur grial, ma’z oa eur guir rann-galoun ho c’hlevet.... Ne c’houfe den kounta evel ma’z eo dleet traou ken doaniuz.

Kerkent ha m’oa eat he c’hoar-gaer kuit, Anna a zaoulinaz e-kreiz al leur-zi :

— Me ho trugareka, o va Doue, emez-hi, da veza roet nerz