ar maro, prononcet hervez an disposicionou eus ar presant lesenn, a zougo confiscacion eus ar madou. »
Ha c’hoaz hervez an articl II eus al lesenn an 10 meurs, eus a behini eus bet great lennadur, pehini a so concevet evelhen :
« Ar madou eus an nep a so condaunet da boan ar maro bez e vezint acquisytet d’ar Republiq, hac e vezo pourveat da vevanç an intanvezet hac ar bugale, ma n’o deveus ket a vadou a leac’h-all. »
A ordren penaus e diligeançz an accuser publiq ar presant barnidiguezou-ma, bez e vezint executet, da c’houzout : a enep al lavaret Branellec ebars er peder heur var-n’ugent var ar blaçzenn publiq eus a Driomphlou ar bobl eus ar goumunen-man, hac a enep al lavaret intanvez Le Guen ebars ar berra dilès, ha penaus e vezint emprimet, embannet ha placardet e gallecq ebars er Republiq en-oll d’an-oll, hac e brezounecq ebars an departamant a Finistère.
Great ha prononcet an 28 germinal (mis ar séan) eus ar bloas daou eus a Republiq Franç, unan hac indivisibl, en audianç publig eus an tribunal, dre ar citoyanet Per-Loys Ragmey, presidant ; Josep Palis ha Yan-Corneille Pasquier, barneuryen, pe re o deveus sinet an original eus ar presant-ma gand ar greffier.
- En hano ar bobl a Franç,
Bez eo ordrenet d’an oll hucheryen, requeret var guement-ma, da ober laqaat ar barnidiguez-ma da execucion ; d’ar goumandantet ha d’an officeuryen euz an nerz publiq da rei sicour pa vezint requeret hervez al lesennou, ha d’ar gommisseret eus ar galloud executif da zerc’hel an dourn varneza. E feiz a be tra ar presant barnidiguez-ma a so bet sinet dre ar presidant eus an tribunal, ha dre ar greffier.
Sinet : Ragmey, presidant.
Quemar, greffier.