Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
emgann kergidu

dindan reiz, breudeur licq, pere n’o d’eus guet satisfyet d’an decregeou eus ar 14 eaust 1792 hac 21 ebreul diveza, pe pe re o deveus dislavaret o lé ; hac erfin an nep oll pe re a zo bet dinonced, pe disculyet evit caus a zroug-oberyou a enep ar vam-bro, pa vezo bet cavet mad an dinonciacion, hervez al lesenn eus al lavaret deiz 21 ebreul. »

« Art. XIV. — An dud a Ilis eus a bere ez eus bet parlantet en articl X, pe re, cuzet e Franç, n’int quet bet ambarquet evit ar Guyanne eus a Franç, bez e vezint dalc’het, ebars an decq dervez eus a bublicacion, pe a embann eus ar presant decred-ma, d’en em renta d’an administracion eus an departamanchou a sell oud-ho, pe re a guemero ar musurajou necesser evit o arrestacion, ambarqamant ha deportacion, hervez an articl daouzecq. »

« Art. XV. — An tremen-se achuet, an nep pe re a vezint cavet var an terouer eus ar Republiq, bez e vezint cunduet d’an ty a justiç, eus an tribunal criminal eus o departamant, evit beza eno barnet hervez an articl V. »

« Art. V. — An nep eus an dud a ilis-se pe re a deui da antren adarre, an nep a so dija antreet var terouer ar Republiq, bez e vezint casset d’an ty a justiç euz an tribunal criminal eus o departamant ebarz e spaçz pehini e vezint bet arretet, ha goude beza souffret an enterrogator, eus a pehini e vezo dalc’het remerq, bez e vezint ebars ar 24 heur, livryet d’an executer eus ar barnidiguezou criminal, ha laqueat d’ar maro, goude ma o devezo ar barneuryen disclœryet penaus ar re dalc’het ez int quendrec’het da veza bed sujed d’an deportacion. »

Condauni a ra al lavaret Anna Roussel, intanvez Le Guen, d’ar boan eus an deportacion, hervez an articl 19 eus al lesenn an 30 vendemiaire (mis ar vendaich diveza) eus a behini ez eus bet great lennadur hac a so concevet evelhen :

« Art. XIX. — Holl citoyan pehini a roï diguemer e cuz da ur bœlecq sujet d’an deportacion, a vezo condaunet d’ar memès poan. »

Disclœrya a ra ar madou eus al lavaret Branellec hac eus al lavaret intanves Le Guen acquisytet ha sœziset da profid ar Republiq, hervez an articl 16 eus al lesenn an 30 vendemiaire eus a behini ez eus bet great lennadur, ha pehini a zo concevet evel-hen :

« An deportacion, an dalc’h hirbadus, hag ar boan eus