Goall draou a gountan divar benn ar republikaned, ha ne ket-ta ? Ne ket me a zo kaoz, int-hi ho-unan eo, rak n’o deuz ket great kals a draou vad. Koulskoude ne lavaran ket d’eoc’h kement tra fall o deuz great. Evelse n’em beuz lavaret ger ebed d’eoc’h euz an dra skrijuz a reaz e Konk-Leon an Arme noar am beuz komzet anezhi d’eoc’h el lodenn genta euz va histor.
An Arme noar, oc’h ober he zro var ar meaz, araok digouezout e Lochrist, en em gavaz enn eun ti, el leac’h m’oa eur c’horf maro var ar vaskaon. Ar guel euz a eur c’horf-maro, a laka pep den da ziskenn enn-han he-unan ; ha, dre ar bed-oll, kerkouls er broiou paian evel er broiou kristen, e touger doujanz d’ar maro. Mad, e Konk-Leon, soudarded an Arme noar a grogaz didruez er c’horf maro hag hen digasaz divar an daol ouc’h eur bank e kichen an tan. Kinnig a oue great d’ezhan tammou bara ha pastellou kig da zebri, ha banneou da efa... Hag ann oll a c’hoarze ! Unan a roaz eun hortad d’ezhan hag hen diskaraz var an aoled, abalamour ne zebre tamm ha ne efe banne. Eun all, goude beza her savet enn he za, a roaz d’ezhan eun taol dourn adreuz he c’hinou, abalamour ne grie ket : Bevet ar Republik !...
Troomp hor penn, re euguz eo an traou-man da gounta.
Ha c’houi a gaf d’eoc’h ive em beuz lavaret kement tra kalounek ho deuz great va c’henvroiz, paotred bro Leon ? Nann, nann. Evelse n’em beuz lavaret ger ebed d’eoc’h divar benn Visant Caer, euz a Gerfiat, e Cleder. Hennez a veze nos-deiz o reded a-hed an aot. Taoler a rea evez ouc’h pep tra, ha lakaat a rea atao he dro da gaout bag d’an nep a ranke tec’het araok an dispac’h, kerkouls ha mar gouie kaout kuz d’ar re a zistroe euz a Vro-Zaoz d’hor bro. Pa viche red ez ea zoken da gas ar c’heleier betek varzu ar