— Kabiten ! kabiten ! eme unan euz ar zoudarded, ha ne velit-hu ket du-hount e kreiz ar park ?
— Petra ?
— Eur banniel guenn o sevel hag o tiskenn.
— Eur banniel ! E peleac’h ?
— A-hount, er park.
— Hennez a zo eur paour keaz bennag o klask eun tamm boued d’he loened.
— C’houi, kabiten, a zo re laosk an tamm ac’hanoc’h. Hennez en deuz lakeat eur rokedenn venn evit goapaat ac’hanomp-ni. Daoust hag ar banniel guenn hag hen a dlefe para c’hoaz var douar Franz ? Ha ne c’houzoc’h ket eo barnet d’ar malloz abaoue an deiz m’eo bet lakeat d’ar maro ar roue Louis XVI ?
— Ha petra fell d’id a rafenn-me d’an den-ze ?
— Petra ? Ne ket diez her gouzout : her c’has gand eun teun fuzil pe zaou da gaout he Roue, perc’henn ha patrom ar banniel guenn.
— Ia, ia, eme ar zoudarded a-unan, guir a lavar hor c’hamarad ; tennomp var-n-ezhan, evel d’ar guenn, ha pa ne ve ken nemed evit diskarga hor fuziliou, ha dreist-oll, evit diskouez d’hor jeneral Canclaux hor beuz renket tenna, evit en em zifenn.
— Guir a livirit, eme ar c’habiten. Red eo d’eoc’h divergla ho fuziliou en eur denna var ar c’houeriad-man. Canclaux a velo dre gement-se hon deuz bet beac’h enn tu-bennag.
Ker buan ar zoudarded a ioa a renk, a-hed ar c’hleuz, var an hent braz. Al labourer keaz, dispount, dinec’h, a skoe, guella ma c’helle, taoliou tranch enn douar evit kaout eur banezen-bennag. Ne zonje ket edo ken tost ar maro d’ezhan.
Ar zoudarded a vizaz en eur c’hoapaat, o paria piou a skoche an eeuna var ar penn ; ar vro a grozaz gand trouz an tennou fuzil, ar paour keaz koueriad a gouezaz var he banez ; pemzek pe ugent bouled en doa bet... Eun tamm ruilladenn a reaz, mez goude-ze ne finvaz ken...
Draillet oa he gorf !
Hag an Aoutrou Gall, hag an Aoutrou Coarigou, a ranke chom var an hent braz eb gellout rei tamm sikour ebed d’ho c’henvroad !...