Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
emgann kergidu

brevet, evel ma c’hoarvez gand ar re a dremen ho nosveziou enn hostaleuriou, oc’h efa hag o c’hoari ?

A-benn nebeut blaveziou, Per a gavaz eur vaouez euz he zoare, eur vaouez leal hag a zoujanz Doue evel-d’han. He hano oa Mari Kreac’h, merc’h da C’hlaoda ar C’hreac’h, euz a vilin Kerc’hoant, e parrez Kastel.

Anna ar Zant, ho c’hoar, a joumaz daou pe dri miz gant-ho, evit diskouez da Vari ar C’hreac’h doare ha giz Penn-an-Neac’h. Goude-ze e c’houlennaz digant he breur he lezer da vont d’ar gouent, evel m’edo he c’hoant pell a ioa.

Per a garie he c’hoar, boazet oa diout-hi, kalz anaoudegez vad en d-oa d’ezhi ; biannaat a rea he galoun pa sonje e rankche dispartia ; evelato, he feiz hag he relijion a oue krenvoc’h eged he garantez hag he anaoudegez-vad. Respount a reaz d’ezhi :

— Anna, c’houi epken a c’hoar peger braz glac’har eo gan-en ho kuelet o vont kuit ; evelato, e lavarign d’eoc’h : Ho polontez ha bolontez Doue ra vezo great !

Eiz dervez goude-ze, Anna a ioa e kouent an Ursulinezed e Kastel.

Per ar Zant ha Mari Kreac’h a vevaz er brasa karantez an eil gand egile. Pemp bugel a roaz d’ezho an Aoutrou Doue, tri map ha diou verc’h. Bennoz an env a goueze varn-ho, var ho douarou ha var ho loened. Madou ar bed-man a greske founnuz etre ho daouarn : pinvidik oant hervez giz ar vro. Siouaz ! eurusted ar bed-man a zo bresk !

Eun dervez, Per a ioa eat, gand he jao, da gerc’hat eur c’harrad bezin digaset d’ezhan da Dreiz-ar-Gordenn gand eur vak a Garantek. Tri loan euz ar re vella a ioa stag gant-han ouc’h he garr ; edo erru d’ar gear gand he garrad, edo o sevel dioc’h maner Kerlaodi, pa lammaz enn hent, enn eun taol krenn, divar ar c’hleuz, eur c’hi chase hag a ranke beza o reded varlerc’h eur c’had-bennag. Al loen blenier, a ioa Roundell he hano, en doue aoun hag a droaz var he giz ; al loen kleür a reaz ar memez tra. Per a zalc’he mad d’he ziblenn hag a grie avoualac’h ouc’h he gezek. Mez enn aner her grea ; kezek spountet n’int ket eaz da zerc’hel. Dont a rechont ho daou var ar gazek-limoun ; Per a oue stropet e mesk ar sternach, ar c’har a droc’holiaz. Paket etre ar rod hag ar c’hleuz, edo hanter-varo pa deuaz tud, a gleve an trouz, d’hen tenna ac’hano. Eun truez oa he velet ! Anat oa d’an oll ne d-ache ket a-bell. Ar goad a rechette a-leiz he