Kaloun eur Breizad a c’hell beza ankeniet, glac’haret, brevet ; mez ne vez jamez diskaret ; he feiz hen dalc’h enn he za enn eur ziskouez d’ezhan an env, el leac’h m’eman he vro. Gouzout a ra euz eun Doue, eun Tad, azioc’h he benn, ha ne sko nemed evit hor brasa mad.
En eur zont enn ti, Anna a ieaz var eeun d’ar gampr da gaout guele he breur Per, hag, en eur gregi enn he zourn gand eun ear kalounek hag hanter-laouen :
— Me gred, va breur Per, emez-hi, eo achu hon dizeur. Me am beuz pedet Doue ker kalounek, ma ne zaleot ket da barea. Da c’hedal ma c’helfot sevel, me a gaso an traou enn dro, guella ma c’hellign. Na d-it ket d’en em zoania re, me ne d’ign ket breman d’ar gouent, me a joumo ganeoc’h, ha me gred e roio Doue d’eomp c’hoaz eaz, hor bara er bed-man, da c’hortoz mont d’ar Baradoz da gaout hon tad hag hor mamm.
Per a bareaz. Kenteliet gand he c’hoar Anna, ha, dreist-oll, gand an Aoutrou Gall, he bersoun, e teuaz da veza skouer ar vro. Ne glevet ken hano nemed euz he ear vrao hag euz he vrud mad. Ne veze ket guelet, evel, siouaz ! ma veler breman re aliez tud iaouank, o reded an hostaleuriou hag an tavarniou, oc’h efa banne gand he-man, banne gand hen-hont ; ne veze ket guelet o tistrei kartou nag o ruilla dominoiou, pell enn noz, evel ma veler enn amzer-man, bugale a renk huel zoken, var ho meno. Nann : goude an ofern hag ar gousperou, goude he foar pe he varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gear da evesaat he diegez hag he labour. — Goude gousperou, bep sul, ez ea da lavaret he Ze profundis var bez he dad hag he vamm, hag ac’hano e teue var eeun da Benn-an-Neac’h. Eno e tremene an abardavez, o kaozeal gand he c’hoar hag he amezeien.
Na d-it ket da gredi evelato e viche tiegez Penn-an-Neac’h evel eur gouent ; nann. Eno e c’hoarzet muioc’h ha kalounekoc’h eget e meur a leac’h. Per hag he amezeien, kelc’het enn dro d’an daol en hanv, a gounte pep hini he stropad, pep hini he farz, speredeka ma c’helle ; ha meur a gofad c’hoarzin a veze great e Penn-an-Neac’h bep sul da bardavez. Antronoz vintin e savet iac’h euz ar guele, ar spered skanv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al lun, ec’h en em roet adarre d’al labour ker kalounek ha biskoaz. Ha ne ket guelloc’h kement-se eged na d-eo sevel d’al lun vintin, ar gouzouk dizec’h, ar penn pounner ha divoued, ar c’horf