Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
emgann kergidu

c’hoant hor boa da c’houlen petra a rea kement a nec’hamant d’ezhan ; mez hini ne grede goulen. Oll e kave d’eomp e sonje enn dud a ioa marvet e Kergidu, ha, mar doa guir an dra-ze, komz d’ezhan a gement-se, oa nevezi he boan hag he c’hlachar.

Avechou, pa veze o vont pe o tont abiou d’eomp, unan-bennag a lavare :

— Aoutrou de Kerbalanek, peur e skoimp adarre var soudarded Canclaux ? Diskuiz omp breman, ha ne c’houlennomp ket guell eged mont adarre enn hent.

— Gortozit, goazed, a lavare. Divezatoc’h, me a roio krok d’eoc’h ; breman omp re nebeut a dud.

— Re nebeut ? Daoust ha Ian Pennors aman n’en deuz-hen ket he-unan diskaret, enn eun nosvez, c’houeac’h soudard varn-ugent var hent braz Lanhouarne ?

— Ia, Ian Pennors a zo eun den, her gouzout a ran.

— Ha paotred Landeboc’her, daoust ha n’ho deuz-hi ket ive skubet eur guchenn-all divar douar Breiz-Izel ?

— Ia, guir eo an dra-ze, eme an Aoutrou de Kerbalanek, en eur huanada.

Hag e tec’he dioc’h ouzomp.

Daou zervez goude taol Trefalegenn, epad m’edomp o tomma enn dro d’eun tamm tan hor boa alumet, var dro peder heur dioc’h an abardavez, e teuaz en hon touez an Aoutrou de Kerbalanek, atao eun ear nec’het d’ezhan. Evelato, enn dro-man oa anat d’eomp ez ea da ziskarga he galon. Azeza a reaz enn hor c’hichen : pep hini ac’hanomp a droaz out-han, digor hon diouskouarn.

— Goazed, emez-han, gouzout a rit omp bet tizet e Kergidu hag hor beuz ranket kemeret an teac’h ha dont aman da guzet e mesk al lann, pell dioc’h hon tud. N’edomp ket var c’hed a gement-se, mez, her gouzout a rit, mar d-omp bet trec’het, ne ket e vankche kaloun d’eomp ; nann, a drugare Doue. M’hor beuz ranket tec’het, eo abalamour ma n’oa ket a armou etre hon daouarn evel a zo etre daouarn soudarded Canclaux ; anez, hag e vichent bet pevar ouc’h unan, e vichemp deuet a-benn anezho.

— Ia, guir kement-se, eme-ni a-unan, rak ni en em gann evit hor relijion, hor roue, hor bro hag hon tud, e leac’h soudarded Canclaux n’int deuet e Breiz-Izel nemed evit lac’ha, laerez hag ober udurerez.

— Guir a livirit. Me a gave d’ign, gant tud eveldoc’houi,