Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
emgann kergidu

Pa gleviz ar pedennou-ze, e riz eur skrijadenn, ne ouen ket evit miret, rak dioc’htu e teuaz em spered ar spountadenn em boa bet enn nosvez araok e Maner-al-Liorzou. Va spered a ieaz da glask Herve Soutre, Katel Eukat hag ho bugale. Allaz ! n’ho guelign birviken er bed-man !

Goude ma ouent taolet enn toull, e lakechomp douar varnez-ho ; ha goude ?... Setu achu evit-ho er bed-man. Ra blijo gant Doue ankounac’haat ho goall-oberou, kaout truez out-ho er bed-all ha rei d’ezho lod enn he varadoz !!!

Goude-ze e teuchomp da Vaner-al-Liorzou da denna euz ar puns Herve, Katel, ho bugale hag an daou vevel. N’em beuz ket a galoun da gounta d’eoc’h pegen truezuz oa bet d’eomp tenna an dud paour-ze er meaz euz ar puns. Ho liana a rechomp ; bep a arched a oue great d’ezho oll. Hini Katel a oue great kals brasoc’h, rak lakaat a rechomp gant-hi, er memez arched, he daou grouadur, unan a bep tu, etre he divreac’h, evel ma edo pa varvaz e fons ar puns, epad m’edo an Aoutrou Cren o rei d’ezhi induljansou ar maro mad.

Pa deuaz an noz, ec’h ejomp d’ho c’has d’an douar binniget, e bered Guinevez-Lochrist, ho farrez.


————


EIL PENNAD VARN-UGENT


————
Tour Berven


Eun dervez hag eun nozvez a ioa edomp e koat Kermenguy eb ober netra nemed diskuiza ha pura hon armou. An Aoutrou de Kerbalanek a iea hag a deue enn hon touez, tenval he benn. Ne lavare ger ha ne gouiemp ket petra a ioa o tieza he spered, mez anat oa d’eomp ne d-ea ket an traou hervez he c’hiz. Nec’het oamp hon-unan o velet hor mestr glac’haret hag ankeniet. Etrezomp e kaozeemp, ha