Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
emgann kergidu

— Kenavezo, Ian Pennors, pa fell did mont kuit. Ra deuio Doue da baea ac’hanot d’am beza tennet euz ar puns a zo du-hont.

— Bennoz Doue, Aoutrou Cren, ha kenavezo.

Trei a riz kein kenta ma c’helchen, rak guelet a rean an daelou o tivera euz a zaoulagad an Aoutrou Cren. An dra-ze a rea poan dign, ha n’em boa ket a c’hoant da zigalounekaat. Ne ouen ket pell evit lammet euz al leur el liorz, hag ac’hano er park braz. Mont a riz var eeun adreuz ar parkeier betek an hent braz a ia euz a Gastel, dre Verven, da Lesneven, rag, dioc’h ar gount a rea Brutus an Normand, epad m’edon er puns, e tlie ar zoudarded mont varzu eno.

Ne ouzoun ket pe ar banneou o doa pounnerreat ho zreid, pe bet oant bet enn eul leac’h-all bennag oc’h ober ar pez o oa great e Maner-al-Liorzou, da viana eat oant, e fesoun, goustadik, rak enn ho raok edon enn hent a deu euz a Ger-Ian-Vian d’an hent braz. Trouz ha chaok a ioa gant-ho kement, ma vezent klevet, e kreiz sioulder an noz, eun hanter-heur vale dioc’h an hent braz. Me gred edont oc’h en em fougeal da c’houzout pini anezho en doa great ar muia drouk.

Enn tu-all d’an hent braz oa eur parkad balan da Ian Berthou, euz a Trefalegenn. Er park-se em boa c’hoant da vont. Chom a riz da c’hedal. Ar zoudarded a ieaz abiou, ha, kerkent ha m’oa tro ho c’hein, me a dreuzaz an hent braz hag a lammaz er park balan. Eur c’harz lann daou vloaz a ioa var ar c’hleuz hag a guze ac’hanoun pa vezen o sellet var an hent braz. Sklear oa an noz, mez n’em boa nemed soubla etouez ar balan, ha den ne c’helle va guelet.

Dre ma’z ea ar zoudarded, me iea d’ho heul, a-hed ar c’hleuz, evel pa vichen bet unan anezho. Ne ouzoc’h ket petra am boa c’hoant da ober en eur vont ken tost-se d’ar sitoyaned ? Ho c’hounta em boa c’hoant da ober evit gouzout ped oant. Beza oa anezho c’houeac’h-varn-ugent, hag ouc’hpenn eun tammik ofiser bian, divarf, displed, an ear a driouac’h pe naontek vloaz, hag a ioa e kreiz ar re-all.

Gouzout a rean breman ar pez em boa c’hoant da c’houzout ; edon e touez ar balan ; sevel a riz va fuzil dreist ar blenchou, biza a riz epad m’edo Brutus an Normand o komz en eur zakreal hag en eur bec’hi ouc’h unan euz he gamaraded ; an tenn a strakaz, ha pec’hed Brutus a oue trouc’het dre an hanter. An Normand a gouezaz, torret he benn, etre