Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
emgann kergidu


KENTA PENNAD VARN-UGENT


————
Trefalegenn e Lanhouarne


Va goad a verve dre ma kounte an Aoutrou Cren fallagriez ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a iea tano ; ar goad a zavaz d’am penn, eat oan er meaz ac’hanoun va-unan ; ankounac’haat a riz enn eun taol an trouc’h a ioa em morzed, sevel a riz em za :

— It atao, dispac’herien fallakr ha digaloun, eme-ve dign va-unan, m’hen talvezo d’eoc’h !

Hag evit guir, ne c’houlennen ket guell eged ober d’ezho ar muia drouk a c’helchen. Marteze ne rean ket mad, rag ar venjanz a zo da Zoue epken, mez n’oan ket evit miret ; hag ouc’hpenn, e brezel edomp, hag, er brezel, pep hini a ra d’he enebour muia ma c’hell a zrouk. Red oa, mont a ranken da venji ar c’houmper Herve Soutre, Katel Eukat hag ho bugale ; ia, red oa.

Kounta a riz ar bouledou en doa roet d’ign an Aoutrou de Kerbalanek : teir ha tregont a ioa anezho, eun-all a ioa em fuzil ; mad oa.

— Kenavezo, Aoutrou Cren, eme-ve en eur gregi em fuzil.

— Mont a rez kuit, Ian Pennors ?

— Ia, Aoutrou Cren.

— Ha da beleac’h ?

— An dra-ze ne zell nemed ouzign. Ne lavarign ket d’eoc’houi zoken ar pez am beuz c’hoant da ober. Ar pez oc’h euz da ober c’houi, goude beza bet o velet Mari Kervinot, gant aoun da veza paket eur vech-all c’hoaz, eo mont da goajou Kermenguy da gaout an Aoutrou de Kerbalanek. Eno eman hor mignoned. N’o pezo da ober nemed houpal teir gueach, evel ar gaouenn, hag e klefot e peleac’h e vezint. Grit d’ezho va gourc’hemennou. Araok ma vezo tremenet an deiz a zo erru, o devezo klevet hano euz a Ian Pennors, pe Doue en devezo lammet he vuez digant-han.