Paol a zoublaz, heb lavaret ger : na petra a rache ken ? N’oa ket evit herzel... Ar pez en doa lavaret d’ezhan ar c’habiten a ioa guir ; hen a gave en doa great mad, mez ar Republik a lavare en doa great fall, hag evelse e ranke koll, rag ar Republik oa ar c’hrenva. Goasoc’h evit an traou-ze a gave d’ezhan a ioa c’hoaz var he gount. Ar Republik e doa atao izomm arc’hant. Hogen, evit kaout arc’hant, evel am beuz her lavaret d’eoc’h, e doa lakeat e guerz leveou ar zent, leveou ar c’houentchou ha re an noblanz. Kinniget oa bet lod anezho da Baol Inisan a gouiet en doa arc’hant mad ha ne ket arc’hant paper oa. Mez Paol n’en doa ket a c’hoant da veza laer : ne brenaz ket eur bomm leve zoken digant ar Republik. Mad, an dra-ze a viche rebechet d’ezhan c’hoaz, ouc’hpenn ar pez a lavare ar c’habiten. Guelet a rea ive-ta oa great gant-han, hag e kave guelloc’h plega he benn didrouz pa n’oa ket evit herzel.
Da ziouall Paol hag Anna Roue, rak, da hou-man ive, oa gourc’hemennet chom er zolier, oa lezet pevar zoudard, ho fuziliou karget, gand urz da denna didruez, mac’h esache Paol mont kuit, pe re-all dont d’her c’herc’hat.
Soudarded kalounek ! Pevar ! hag int-hi armet kloz, da ziouall eur vaouez hag eun den staget he zaouarn d’ezhan adren he gein !...
Ar re-all hag ho c’habiten a ieaz da furcha kement a ioa enn ti, adalek an traon betek ar c’halatrez : ar gueleou a oue freuzet, an arbeliou a oue divarc’het... ; betek e toull ar geuneudek oant bet o klask, ha netra n’o doa kavet.
Goude beza furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont divar err d’ar c’hreier, d’ar grainchou ha d’ar sanaillou : klask a rejont etouez ar foenn hag etouez ar c’holo : kement a ioa a oue furchet, mez ne oue ket kavet muioc’h er meaz eged enn ti. Evel a c’houzoc’h, ar veleien o doa gellet kemeret an teac’h, rag Laouik Appere a ioa bet lemm he lagad ha skaon he c’har, ha n’oa ket bet red lavaret diou veach d’ar veleien mont enn hent.
An dra-man a c’hoarveze dioc’h ar mintin, eun tamm araok mare mern. Lanzeon a ioa unan euz ar guella tiegesiou a ioa er vro ; meur a vevel ha meur a blac’h a ioa enn-han. Evit mernia kement-all a dud oa red kaout eur podad mad a iod ; hag evit aoza eur podad mad a iod, eo red kaout eun tantad mad a dan. Hogen Jannet ar Go ha Manuel Conseil a ioa, er mare-ze, plac’hed-ti e Lanzeon. P’en em