Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
emgann kergidu

Ne nac’hot ket oc’h eat da gred evit an Aoutrou Borgn de la Tour, euz a vaner Keraouell, rak kement-se a zo skrivet zoken var baperou ti-kear Guinevez ? Beza e rankit ive-ta, beza mignoun braz d’an Aoutrou-ze. Hogen hennez a zo er prizoun, ha goall damallet eo zoken. Gouzout a rit ive e levereur a bep amzer, e peb bro : Livirit dign piou a heuillit, ha me a lavaro d’eoc’h petra oc’h. Darempredi a rit enebourien ar Republik, dre-ze oc’h ive enebour d’eomp.

— Guelet a ran n’emaoun ket e doare vrao etre ho taouarn. Evelato n’oun ket evit miret da vousc’hoarzin ouc’h ho klevet. Kaout a ra d’eoc’h e c’hell beza kement-se a vignouniach etre eun Aoutrou a vouenn huel, evel an Aoutrou de la Tour ha me, labourer douar divar ar meaz ?

— Mousc’hoarzit keit ha ma raio vad d’ho kaloun : n’her refot ket atao. — Gouzout a reer n’oc’h ket c’houi ken nebeut euz a vouenn ar re zisterra : ho tud koz a ioa lakeat e Guinevez, hag e tro-var-dro, e renk an noblanz. Na d-it ket-ta d’en em izellaat, pa ne dal ket ar boan. Araok an traou-man e tarempredac’h an Aoutrou de la Tour ha kalz a re-all, breman oll enebourien ar Republik. — Ha neuze, ma ne vichac’h ket bet mignouned, ha mignouned vraz zoken, daoust ha c’houi a viche bet diskiant avoualac’h evit en em lakaat e tal da goll hoc’h arc’hant hag hoc’h oll danvez evit an Aoutrou-ze ? Nann, traou evel-se ne vezont great nemed evit ar brasa mignouned. Ha c’hoaz... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalounek, pe, evit lavaret guell, ker zot ha c’houi.

Mez ne c’houzoun ket perak e choman keit-all da gomz oc’h tud hag o deuz kollet ho fenn ; hag ho ti, ha ne vez ket ive noz-deiz leun a veleien hag a zeurezed ne fell ket d’ezho soubla d’ar Republik ?

— Emaoc’h e doare da c’houzout.

— Ia, her gouzout a rign abarz nebeut, hag araok mont kuit, me gred em bezo, ouc’hpenn, da vont ganen an Aoutrou Cren hag an Aoutrou Goachet. E Kergidu edont ganeoc’h, aman e tleont beza ganeoc’h ive.

— Mar d-emaint, c’houi ho c’havo.

— Ia, me gred her graimp, rak an ti a zo diouallet mad a bep-tu, ha den ne dec’ho anezhan. Mez araok ez eomp da viret ouzoc’h-c’houi da gemeret an teac’h, pe da rei dourn d’ezho e ken kaz ma teufent da enebi.

Ha dioc’htu e oue staget, gand eur jadenn hag eur potaill houarn, he zaouarn a-dren he gein, da Baol Inisan.