Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
emgann kergidu

euz he girri da ober pount e Kergidu ; e fesoun, n’en doa ket bet a amzer d’her c’has ganthan. Ni a ieaz dreisthan enn tu-all, ha goude-ze a grogaz enn he limonou hag hen stlapaz er ganol, evit miret ouc’h Canclaux da zont dre an hent braz ma teuche c’hoant d’ezhan da zont var hor lerc’h.

Distrei a rechomp neuze divar an hent braz evit mont da vourk Trelaouenan. Eno oa an oll glac’haret, rak an oll a c’houie hon doa kollet e Kergidu. Clederiz ha Plouescadiz a ioa eat d’ar gear dre an hent-se. Hon-unan oa du hor penn ha laosk an tamm ac’hanomp. O velet kement-se, an Aoutrou de Kerbalanek hor galvaz-oll, hon destumaz enn dro d’ezhan, hag a lavaraz d’eomp :

— Guelet a ran var ho penn eun ear nec’het ; koulskoude ne ket kaloun a vank d’eoc’h, hen diskouez oc’h euz great abaoue an derveziou-man ; eun dra epken a vank d’eoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deuz sonjet n’oc’h euz debret tamm abaoue deac’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel goazed a benn hag a galoun. Petra fell d’eoc’h ? Korf an den ne ket evit harpa aliez keit hag he ioul ; izomm oc’h euz, kerkouls ha me, hen anzao a ran hep mez evidoun, euz a eun tamm-bennag d’en em grenvaat. Ha mar deuz unan-bennag e bourk Trelaouenan hag en defe eun tamm bara da rei d’eomp da zibri, e rafe eur vad vraz d’eomp oll.

Kerkent ha m’oue klevet kement-se, an oll en em hastaz da lavaret :

— Deut du-man, deuit du-man, hag ho pezo da zibri ha da efa kement ha ma karfot.

Ha peb hini a groge e tri, pevar, pemp ha c’hueac’h ac’hanomp evit hor c’has gant-han d’he di.

O velet ac’hanomp oll o vont enn tiez, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :

— Goazed, gouzout a rit hon euz ambrouget Canclaux betek Kastel ; mez mar deuz deuet d’ezhan soudarded-all a Vontroulez, e tigaso anezho var hor lerc’h ; ha ma tigouezont varnomp aman epad ma vezimp oll o tibri enn tiez, hor lazint-oll ive hep ma c’hellimp en em zifenn. Me garfe e chomfe an drederen ac’hanomp da zibri ho zamm aman var an hent, ha ma tigouez soudarded Canclaux varnomp, e vezint avoualac’h evit en em zifenn eur pennad, da c’hedal ma vezo ar re-all deuet d’ho zikour.

— Ia, ia, mad ha guir a livirit, Aoutrou de Kerbalanek,