Evel am euz lavaret d’eoc’h, eur guchenn vad ac’hanomp a ioa eat da ambrouk Canclaux betek Kermoruz, e kichen Kastel. En em gavet eno, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz oa guelloc’h d’eomp dont enn dro gand aoun na viche deuet, euz a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a ioa deuet euz a Lesneven, rak neuze e viche eaz d’ezhan ober an dro d’eomp, kelc’ha ac’hanomp, trec’hi ac’hanomp hag hor laza-oll enn eun taol.
Dont a rejomp ive-ta enn dro dre an hent braz, oc’h en em ziouall evelato hag o sellet piz enn dro d’eomp. P’en em gafchomp e Kergidu, oa sioul an traou, ne dregerne ken an draonienn gand ar iouc’herez, an tennou fuzil hag an tennou kanol ; n’oa den var vale e neb leac’h ; ne velet nemet guez dibennet, kleuziou freuzet, parkeier turriet evel pa viche bet e pep hini kant penn-moc’h gouez oc’h ober ho ebad. Var an hent braz oa aridennadou ruz a deue euz an neac’h d’an traon, great gand goad ar re euz an daou du a ioa kouezet enn emgann. Den na c’helle lavaret : Heman eo goad ar c’houeriad, heman eo goad ar zoudard...
Ar guel euz an traou-ze a c’hlac’hare hor c’haloun, ha ne zalejomp ket pell el leac’h m’oamp en em gannet ker kalounek dioc’h ar mintin. Diskenn a rechomp d’an traon hep sonjal hor boa freuzet ar pount er penn kenta euz an emgann. N’hor boe ket a geuz, rak Canclaux en doa lezet unan