em gavet gant-ho tri mil pevar c’hant soudard-all, e sao kaloun d’ezho, hag oll e pignont a-unan, dre an hent braz, hag ar parkeier, betek Tosen-Fantik, Kreac’h-Moiek ha Begavel.
Na dit ket da gredi, evelato, hor boa-ni troet kein enn eun taol evit guelet kement a dud o tont varnomp. Nann. Breman ne denner ken a dennou kanol hag e c’hellomp tostaat adarre ouc’h ar zoudardet. An Aoutrou de Kerbalanek, enn hor c’hreiz, a ziskoueze d’eomp penaoz en em ganna ma ne c’houiemp ket, hag eno, d’an neac’h, e parkeier Kervrenn, e oue eur c’hrok euz ar re starta.
Kals ac’hanomp a oue mac’hagnet ; me, evit va lod, am boa bet eun taol baionnettez em morzed. Hennez, avad, an hini en doa roet ar mestr-taol-ze dign, ne zaleaz ket da vont d’ar bed-all ; eur Roskoad iaouank em c’hichenn, a dorraz he benn outhan gant eun taol krok. Daoust da ze, va goad a rede puill, chaflika a rea em boutou dre ma valeen ; koulskoude ne rean van ebed, ne c’houien ket zoken oan tizet. An nep ne ket bet enn emgann ne c’hello biken koumpren petra eo an den paour e kreiz an tan, var an dachen. He zaoulagad a luc’h enn he benn evel daou gef tan, an eonenn a zo e korn he c’hinou, dizeac’h eo he vuzellou, he fronellou a zo digor hag a deu evel moged anezho, he dal a zo roufennet, he gorf a bez a gren gand he herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da reded ha da skei pa gaf he du ; kollet eo he benn hag he skiant ganthan. Lod a lavar eo c’houez ar poultr eo a ra kement-se. Koulskoude guechall, araok m’oa poultr, fuziliou ha kanoliou, ec’h en em gannet gand kement a gounar ha breman. Me gredfe kentoc’h e teufe, epad an emgann, an Aoutrou Doue da zilezer an den da heuill siou fall he galoun, da ober drouk d’ezhan he-unan ha da dud ne anavez ket zoken, abalamour ar brezel a zo unan euz he voaligner. N’euz forz, evidoun-me a gaf dign em boa kollet va fenn, n’emoa aoun rak netra, ne rean van a netra. Guelet a rean tud, hag a anavezen mad, astennet var an douar, mac’hagnet, hag ez ean abiou d’ezho evel pa ne vichent ket bet eno ; va c’haloun a ioa deuet da veza dir. N’em oa ken ioul nemed laza ha diskar soudarded muia ma c’hellchenn.
Kaer hor boa en em ganna a galoun, n’oamp ket evit herzel ouc’h ar zoudarded. Breman oant ouc’hpenn seiz mil den varnomp, hag en em ganna a c’houient ive guelloc’h eget