Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
emgann kergidu

d’eomp. Tec’het a rea atao enn hor raok ; diskenn en doa ranket da guzet adren maner Kergidu, el leac’h n’eo evit ober netra ken gand he ganoliou. N’eman ket tri c’hant paz ken dioc’h ar ster ; ez a da veza beuzet...

Mez enn eun taol e velchemp an hent braz, varzu Berven, leun a dud hag a deue buan d’an traon...

Piou oa ar re-ze ?

Canclaux n’oa ket bet sotoc’h eget omp-ni, da noz an tenna d’ar zort. Ni hor boa kaset kannaded da gemenn d’hor mignouned dont d’hor c’haout. Canclaux ive en doa kaset daou zoudard da Lesneven da lavaret d’ar Prat, a sturie ar gear-ze, dont dioc’h-tu gand he oll zoudarded da Gastel, rak eno e starde an traou. Canclaux a ioa ive ’ta var c’hed euz ar Prat ; hag ouc’hpenn m’en doa aoun rak omp-ni, ha ma kave guelloc’h en em ganna ganeomp var ar meaz eget e kear, abalamour m’en doa kanoliou, e teue d’hen diambrouk, gand aoun n’en diviche ket gellet he-unan harpa ouzomp.

Pa velaz Canclaux ar Prat enn tu-all d’ar ster, e tigasaz daou bez kanol euz a-dren maner Kergidu, hag ec’h en em lakeaz da denna varzu ennomp ; mez n’oa evit ober drouk ebed d’eomp, re zounn oa ar zao, ha ni a ioa var gorre. Mez ne ket evit ober drouk d’eomp eo e rea an dra-ze, evit diskouez d’ar Prat petra da ober oa. Heman en divinaz, rak ne zaleas ket da lakaat he ganoliou da skei varnomp. Neuze e ouemp goall lakeat. Ar Prat a skoe, dreist Canclaux, var Begavel, Tosen-Fantik, Kreac’h-Moiek hag er parkeier a dro-var-dro ; ne ehane da skei var an hent braz, pe e viche tud varnezhan pe ne viche ket.

Petra a c’hellemp-ni da ober gand hor fuziliou a enep kanoliou hag a skoe a geit ? Kiza a rankchomp, rak, ma vichemp chommet el leac’h ma edomp, ar Prat n’en doa nemet tenna varnomp evel tenna d’ar guenn, pa’z eo guir n’oamp evit ober drouk ebet d’ezhan. Kerkent na ma velaz ar Prat ac’hanomp o tec’het, e tosteaz ouc’h pount Kergidu. Kirri a beder rod, kirri hirr kenan a ioa ganthan ; lammet a reaz ar c’hestel-karr divar ho roudou, ha, goude-ze, ho zaolaz azioc’h ar ganol ; hirr avoualac’h oant evit tizout an daou du. Goude beza great er c’hiz-se eur pount gant pevar garr, e lakeaz he zoudarded var droad da zont da gaout Canclaux. Kefestet mad oa bet Canclaux ganeomp araok, hag he zoudarded a ioa digalounekeat ; mez breman, p’euz en