dec’he enn hor raok ; ni a skoe varnezho a daoliou dourn hag a daoliou baz ; mesk-e-mesk edomp gantho ; c’hoant o deuz d’en em denna a gostez evit en em renka hervez o giz ha gellout tenna varnomp. Lod euz hon tud-ni a ioa ive fuziliou gantho hag en em lakeaz da denna varnezho, breman pa’z int dispartiet dioc’h ouzomp. Ar zoudardet a dennaz ive, ha kear Gastel a dregernaz epad eur pennad gand an tennou. Ar goad a rede, meur a gorf maro, diouc’h an daou du, a ioa astennet var ar pave.
Canclaux ne gollaz ket he benn. Kals tud a ioa diskaret d’ezhan, evit guir, mez guelet a reaz n’oa urz vad ebed enn hon touez-ni, ha ne c’houiemp ket stok ar brezeliou. Lakaat a reaz he ioul da denna talvoudegez a gement-se. Dastum a reaz enn dro d’ezhan ar zoudardet chommet e buez ; gourc’hemenni a reaz d’ezho en em deuler varnomp, a benn-herr, ho baionnettez e beg ho fuzil, beza didruez ouc’h an oll, ha diskar d’an douar muia ma c’helchent, koz ha iaouank, goazed ha merc’hed ; hag ar pez en doa gourc’hemennet a oue great enn eun taol. Ar zoudardet, pep hini enn he renk, a lamm varnomp ; skei a reont a gleiz hag a zeou, kas a reont tud d’an traon, toulgofa a reont heman, dalla a reont hennont, terri a reont he c’har da eun all... Ar Vretouned a jommaz mantred. A enep beg lemm eur vaionnettez, petra oa ho fenn-baz, petra oa zoken ho fuziliou ? Ni, ne c’houiemp ket c’hoaz ar vicher ; edor oc’h he deski d’eomp, ha divezatoc’h e kousto ker d’ar C’hallaoued. Buntet e ouemp d’hon tro, eb dale, ha red e oue d’eomp mont var hor c’hiz er meaz euz a gear Kastel. Kriz, ha kriz meurbed oa d’eomp rankout mont kuit ep kas ganeomp hon tud lazet ha mac’hagnet, ni hag a venne terri, enn dervez-se, he benn ouc’h Canclaux hag ouc’h he zoudardet. E meur a emgann ounn bet abaoue, koulskoude ar sonj euz a emgann Kastel eo a zo chommet dounna em c’haloun, marteze abalamour ma’z oa hennez va emgann kenta.