Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
emgann kergidu


— Da glask ho poued na eot ket,
Enn tu ganen ne laran ket ;
Mar d’eo trouz ha kann a glaskont,
Kent na vezo de a gaffont.

— Kent an de e kaffont trouz ha kann !
Ni hen toue mor ha taran !
Ni nen toue stered ha loar !
Ni hen toue env ha douar !


Soudardet Canclaux ne c’houient ket petra ganemp, mez o velet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeuz, e krogaz eun tamm aoun ennho. Sevel a rechont ho daoulagad da zellet enn dro d’ezho, hag e chomchont sebezet o velet enn oll brenestrou, enn dro d’al leur-gear, hon tadou, hor breudeur, hor c’herent hag hor c’hamaraded, deuet ganeomp da Gastel. Anat oa d’ezho e viche trouz ha kann araok an tenna d’ar zort ; kaout a reaz d’ezho n’o doa na poultr, na ploumm avoualac’h evit herzel oc’h kement-all a dud. Mont a rejont d’an ti-kear, pe, pa lavarign mad, d’an Eskopti e doa laeret ar republik goude m’oa eat kuit an Aoutrou de la Marche, an eskop, da c’houlen c’hoaz poultr ha ploumm. Ar mear lakeat gand ar republik, hanvet Prud’hom-Langon, n’en doa ket da rei d’ezho. Canclaux a gavaz d’ezhan edo ar mear oc’h ober goab anezhan, hag en doa c’hoant d’her lakaat da veza lazet, hen hag he zoudardet, gand an dud divar ar meaz. Mont a reaz drouk ennhan ; lakaat a reaz he zoudardet da gregi e Prud’hom-Langon ha d’hen digas var al leur-gear. Eno, dirak an oll, e oue lazet a daoliou kleze hag a daoliou kros-fuzil. En eur ober ar muntr-se, e kave d’ezhan edo o vont da lakaat an oll da grena dirazhan ha da lakaat an dud iaouank da denna difre d’ar zort.

Allaz ! ne ket an dra-ze a c’hoarvezaz ! Prud’hom-Langon a ioa eur mear republikan, n’edo ket ive ’ta e kostez ar Roue, mez eun den a goustianz eeun oa, ha, dre-ze, evithan n’oa ket euz a Gastel, oa karet avoualac’h e kear. Ar guel euz ar c’horf maro-ze, lazet ken didruez, a lakeaz penn an oll da drei. Drouk a ia ennomp ; hon tud a deu, d’ar red, er meaz euz an tiez var ar leur-gear, hag oll a-bez e lammomp var ar zoudardet. Den n’en deuz aoun, bunta a reomp tud Canclaux, hag, enn eun taol, ec’h en em gavomp eharz mogeriou an iliz cathedral ; peziou kanol Canclaux a zo kemeret ganeomp, emaint etre hon daouarn. Mes siouaz ! den ne oar penaoz tenna gantho ! Ar zoudardet, sebezet, a