aoun d’an dud divar ar meaz, mez pa ziskouezer an dent d’ezho, e c’houzont brao-braz trei kein buan.
D’ar c’houls-se ive, eur jeneral hanvet Canclaux, a ioa, enn hano ar republik, o kas an traou enn dro e bro Leon a-bez. E Brest edo o chomm. Pa glevaz ar pez a ioa c’hoarvezet e Plabennec, ez eaz eun droug braz ennhan. Toui a reaz dont a-benn euz ar Vretouned, koustche pe goustche, hag ober anezho soudardet d’ar republik, zoken daoust d’ezho. Labour e pezo, jeneral Canclaux, rag ar brud a baotred Plabennec a zo eat dija dre ar vro, ha dre oll oar var zell da harza ouzit. Hag araog ma tui a-benn euz da c’hoant, e vezo laosket meur a denn fuzil ha diskaret meur a zen.
An tenna d’ar zort e Kastel a ioa merked evit an 19 a viz meurs 1793. Galvet oa da vont da lakaat ho dourn er zac’h, an oll dud iaouank a dro-var-dro, beteg Guinevez, Guiniventer, Plouvorn hag ar parresiou-all tostoc’h. Canclaux a c’houie an dra-ze, ha c’hoant a deuaz d’ezhan dont he-unan da Gastel da lakaat an dud iaouank da zenti ouc’h lezennou ar republik. Mez evel oa bet teurket Corbet e Plabennec, ha ma h’en doa ket a c’hoant da goll evel-d’han he vuez, e testumaz an dud a ioa diouc’h he zoare e kear Vrest, hag ouc’hpenn eur rejimant soudardet, hanvet rejimant ar C’halvadoz, abalamour ma’z oant ginidik euz al lodenn-ze euz an Normandi, hanvet breman Calvados. Ouc’hpenn kement-all a dud, e kasaz ganthan c’hoaz meur a bez kanol, rak n’en em fizie ket avoualac’h enn he zoudardet. En em gaout a reaz e Kastel-Paol daou zervez araok an dervez lakeat evit tenna d’ar zort. Lakaat a reaz sevel teltou e kreiz al leur-gear evit loja he zoudardet. Sevel a ra he ganoliou harp ouc’h an iliz cathedral, tro ho ginou ouc’h an dud.
Epad an noz ha dioc’h ar mintin, deiz an tenna, soudardet ne ehanent da vale, gant ho fuziliou, dre an oll ruiou euz a gear. Mez caer en deoue Canclaux diskouez he zoudardet gand ho fuziliou, hag he ganoliou gand ho ginou du ha spountuz da velet, ne c’hellaz ober aoun da zen. Ar baotred iaouank a dlie tenna d’ar zort, hag ez oant kals, stard var ho zreid, ploumm enn ho za, ho boned segovii a-ispill var ho diou skoaz, a valee, eb aoun, dre gear, sioul ha mud da velet. Mud ha sioul oant c’hoaz, rak ne lavarent grik ; mez, pa zellet piz outho, e velet ho daoulagad o lugerni