Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
emgann kergidu

Hogen, e miz meurs 1793, e oue evit ar veach kenta tennet d’ar zort e Breiz. Da Blabennec e teuaz da genta paotred ar republik da esa ober ho zaol hag her c’has da vad. Mez ne c’houient ket petra oa paotred Plabennec. Hini anezho ne d-eaz var dro, den ne lakeaz he zourn er zac’h, rak den n’en doa c’hoant da vont da zoudard. Guelloc’h e kave an dud iaouank chomm er gear gand ho zad hag ho mamm da lavaret ho Fater bep noz ha bep mintin, ha da vont d’an ofern da zul, eget n’oa mont da c’haloupat bro, da zarempredi tud difeiz, tud saotret ho daouarn gand goad ar re vad, ha da gaout ar penn torret o stourm ouc’h enebourien n’o doa biskoaz great drouk da hini anezho, ha ne reant nemed difenn ho bro. Kaer o deoue ar pennou kenta a Blabennec alia an dud iaouank da denna d’ar zort, hini anezho na zentaz. Neuze e kaschont kelou a gement-se da Lambezellec, el leac’h m’edo Corbet, eun dispac’her braz, o kas an traou enn dro. Corbet a ziredaz da Blabennec gand eur guchenn soudardet ; kaout a rea d’ezhan en diviche lakeat koueriaded Plabennec da zoubla dioc’htu ha da zenti ouc’h urzou ar republik. Mez allaz ! ne c’houie ket ouc’h piou en doa effer ; den ne rea van evit her c’hlevet. Mont ha dont a rea euz an eil bandenn d’eben, he durban tricolor enn dro d’he groaz-lez : kounta komzou flour ha lavaret gevier brao a rea guella ma c’helle ; den ne rea van evit her c’hlevet, zoken tec’het a reat diouthan. Petra c’hoarvezaz neuze ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h. Lod a lavar oa eat drouk e Corbet, hag en doa roet eun taol dourn da eun den iaouank ne felle ket d’ezhan lakat an dourn er zac’h, hag e lakeaz he fri da voada. Ar guel euz ar goad a atizaz an oll ; eur iouc’hadenn skiltruz a dregernaz dre bevar c’horn bourk Plabennec, ar bizier a zavaz enn ear, ar mein a gouezaz stank var Gorbet hag he zoudardet. Ar re-man a gemeraz aoun ; Plabennegiz her guelaz hag a lammaz var Gorbet hag her lazaz var al leur-gear a daoliou baz hag a daoliou treid.

Paotred Lannilis a ioa bet kemennet d’ezho gand Corbet dont ive da Blabennec ; deuet oant buanna ma c’hellent. Sonjal a reant, paotred kear eveld’ho, dont buan a benn euz a goueriaded diskiant Plabennec. Koueza a reaz ho bizig enn ho dourn pa velchont, oc’h erruout, ar pez a ioa c’hoarvezet gant Corbet. Aoun a grogaz ennho, ha distrei a rechont d’ar gear, d’an nebeuta ker buan ha m’oant deuet. Ar vourc’hisien a zo mad d’en em fougeal a-bell ha da ober