Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
emgann kergidu

oll zoudardet, ar c’holonel, pe n’ounn ket petra oa, a skrivaz, var eun tamm paper hag her stagaz ouc’h moger ti-kear ha var dor an iliz, ar c’homzou-man en doa lakeat da daboulinat araok dre gement kougn a ioa er bourg : « Plougerneiz, goazed ha merc’hed, rei a rear d’ehoc’h da anaout eo lakeat da bersoun d’ehoc’h, a berz ar Republik, ar Gall, belek sentuz ouc’h lezennou he vro. An nep a ielo a eneb-d’han, a ielo a enep lezennou ar c’houarnamant, hag a vezo barnet, gant ruzder, evel eun torfetour. Diskleria a rear d’ehoc’h c’hoaz, e chommo aman, e Plougerne, d’hen diouall, pevar c’hant soudard hag a vezo bevet ha paet divar ho koust. Kemennet hoc’h gant lealded, d’ehoc’h eo da ziouall. »

Evit komz er c’his-ze, araok mont kuit, ar c’holonel a ranke beza c’hoenn enn he lerou. Aoun en doa rak Plougerneiz ; ma n’en em zave den eneb-d’han, den ken nebeut na blege d’ezhan. Eun nozvez bennag marteze an oll a c’helle en em zevel a eneb ar zoudardet, ha neuze...

Evel a lavaraz ar c’holonel a c’hoarvezaz : pevar c’hant soudard a jommaz e Plougerne da ziouall ar persoun intru, ha bemdez, d’ho guelet ha da c’houzout penaoz ez ea an traou, e teue euz a Lesneven eur c’hant pe eur c’hant-hanter-all hag a ranket da veva ive kerkouls hag ar re a jomme er bourk. Ar c’holonel avad ne deue ket var dro, re a aoun en doa rak Plougerneiz, a ioa chommet ker rok dirazhan. Va c’hredi a c’hellit, meur a vennek a goustaz da Blougerneiz bevanz ha lojeiz ar zoudardet-se, rak ne ket an traou falla a zebrent nag a event. Evelato, Plougerneiz a jommaz sioul. An Aoutrou Poulpiquet, persoun Plougerne, bet abaoue eskop Kemper, Per Abian, ar mear hag ar pennou kenta euz ar barrez, a ioa en em glevet da jomm stard ha kren enn ho feiz ep esa enebi ouc’h ar re a gase an traou enn dro er vro hag a ioa an nerz gantho. Sonjal a rea d’ezho ne badche ket pell ar goall draou-ze ; kaout a rea d’ezho e viche abarz nebeut skubet an dud fall-se divar an douar, evel ma kas an avel da netra ar c’hoummoull a laka avechou du an oabl. Fazia a reant. Mez piou, d’ar mareou-ze, en diviche kredet e viche deuet hor bro baour da veza ken difeiz, ker zot, ken diskiant, ker kounnaret ha ker kriz ? N’euz forz, en em glevet oat da jomm sioul, ha den ne finvaz e Plougerne.

Souezet hoc’h marteze o klevet kement-se, hag o velet n’euz en em gavet drouk ebed gand ar re a jomme ep senti