Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
emgann kergidu

ouc’h ar republikaned ? Arabad eo d’ehoc’h beza. Ar pez a zo bet kaoz ma’z euz bet kement a drubuill e kals a barresiou, eo ma kavet ennho tud hag a iea a du gant an dispac’herien, tud hag a felle d’ezho en em binvidikaat divar goust an nesa ha divar goust an ilizou, pe en em zaotri e pep viltansou. Ia, avoualac’h oa eun den fall er c’his-se enn eur barrez, hag e viche bet eur c’hi-koun e viche zoken, evit hada an tan var he lerc’h ha lakaat pep tra en diroll. Hogen e Plougerne, a drugare Doue, ne oue kavet den ebed evel-se. Paour ha pinvidik, eno ec’h en em glevet-oll hag ec’h en em garet er guel a Zoue.

Na dit ket da gredi ken nebeut e viche bet an aoun pe ar spount o viret ouc’h Plougerneiz da herzel ouc’h ar republikaned ! Nann, den e Plougerne n’en doa aoun, den na grene. Oll e voat prest da vont d’an emgann ma viche red. An oll a jomme sioul, abalamour ma c’houient oa kuzet mad ho beleien ha ma chomchent gant-ho keit ha ma viche izomm.

Dre gement-man e velit oa feiz, ha feiz doun ha stard, e kaloun Plougerneiz. Doue, a gaf dign, n’en deuz ket ankounac’heat madouberou ar re goz, rak abaoue ar feiz ne deuz great nemed en em astenn hag en em grenvaat muioc’h mui e Plougerne. Ha mar hoc’h euz c’hoant da glask tud da vont a du gand an dud difeiz ha dizoue, evel ma’z euz kals herrio, na dit ket da glask da Blougerne. Ma n’am c’hredit ket, kountit, mar kirit, ped a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breiz hag er broiou-all o prezeg an Aviel hag o teski d’ar vugale lezennou Jesus-Christ, hag e velfot eo atao grichennet mad ar feiz e Plougerne.

Abalamour d’ar pez a lavaran d’ehoc’h, den ’ta na finvaz e parrez Plougerne. Evelato ar zoudardet hag ho fersoun intru a jommaz eno pevar miz penn-da-benn. Bep sul, ha bemdez zoken er penn kenta, ar persoun intru a zoune he gloc’h evit kemenn d’an oll edo o vont da lavaret he ofern ; den ne deue var he dro na da zul na da bemdez. Skuiz o velet e varve tud, ho lakeat enn douar, hag e c’hane bugale ep ma teue den d’her c’hlask ; inouet o lavaret he ofern eb den ouc’h her selaou, ar persoun intru a ieaz kuit eur vintinvez. Den ne c’houie da beleac’h oa eat. Lod a lavar oa deuet Doue da bikat he galoun o velet feiz stard Plougerneiz, rak gouzout ervad a rea oa kuzet, dre ar vro, beleien hag a gofesea an dud araok mervel hag a vadeze ar vugale