Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
emgann kergidu

nag a zeou. Ne ouzounn ket hag hi a viche zoken troet enn tu pe-du euz an hent evit lezer da vont abiou d’ezhi ar vuntrerien n’edont ket dek paz ken var he lerc’h, pa glefcheur daouzek pe bemzek tenn fuzil enn eun taol...

Ar baourez a gouezaz d’an douar gant he fodad leaz, toullet he fenn, draillet he c’horf gand n’ounn dare pet boulet fuzil, he baz alek trouc’het dre an hanter...

Ne finvaz ket an disterra.

P’edo he muntrerien o vont abiou d’ezhi, tri pe bevar anezho o deoue c’hoaz ar grizder da rei d’ezhi peb a daol troad !

Hag ar baourez koz a jommaz astennet e kreiz an hent, poulladet ar goad azindan-hi.

An arme noar a ioa boazet da ober taoliou er c’his-se evit lakaat an dud da grena dirazho. Hag, e guirionez, e Konk e krene an oll pa glefcheur edo erru e kear an arme noar, goude beza great, var ho hent, daou vuntr euz ar re grisa, rak en ho raok oa en em gavet e kear ar c’helou euz an torfejou o doa great en eur zont.

Petra a rejont betek an abardaez e kear Konk ? Ar pez a reant dre gement leac’h ma tremenent : laerez, dibri, eva hag heskina an oll.

Epad m’edo paotred ar republik o c’hoari ar vaz dre gear, eun den iaouank, hanvet Roparz Menguy, map da Herve, troet he spered o velet kement all a grizder, a deuaz en he benn ar c’hoant da lakaat al laeroun fallakr ha digaloun-ze da baea ker da vihana an daou vuntr o doa great e parrez Konk.

Heman oa taol kenta Roparz Menguy ; mez n’eo ket an diveza, hag e goueled Leon, he hano a zo chommet brudet meurbed evel kristen mad hag enebour an dispac’herien hag an dud fall.

Epad m’edo an arme noar o laerez e ti ar re binvidik, Roparz Menguy a iea, e kuz, euz an eil ti d’egile. Gervel a rea d’he gaout, e kement ti ma’z ea, an dud a galoun, — ha ne ket tud a galoun a vanke e kear Konk, — lavaret a rea d’ezho ar pez en doa c’hoant da ober ; lavaret a rea d’ezho e felle d’ezhan terri ho fenn ouc’h banden an arme noar a-bez, enn eun taol, evit miret outho da ober drouk hiviziken.

Ne oue ket pell evit kaout tud, ha tud a galoun, m’hen tou d’ehoc’h. Peb hini en em hastaz da gempenn he fuzil ;