Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
emgann kergidu

Siouaz ! n’oa ket evit hen ober ; e fesoun oa bet goal dizet ! Her c’hlevet a reat avad o lavaret a vouez huel :

— Jesus ha Mari, var va maro va zikourit !

Abarz nebeut oa ar pemp muntrer a renk : pemp tenn a oue tennet en eun taol, hag ar paour keaz koz a oue draillet. C’houi a gaf d’ehoc’h marteze e oue eun tammik truez bennag outhan ? Oh ! nann. Anat oa ez oa maro, hag an arme noar a ieaz adarre gand he hent eb ober muioc’h a van eget pa ne diviche lazet nemed eun tousek.

Goude beza bet o klask krog var dro bourg Lokrist, edont erru da Gonk pa velchont en ho raok, var an hent, eur vaouez koz, ganthi he fod trutell enn eun dourn, hag eur vaz alek, rostet he beg gant an tan, enn dourn-all evit en em harpa. Mont a rea a-hed an hent en eur jilgammat ; bep paz a rea, ez ea var he fenn, ar baourez keaz, hag, anez he baz, pell a ioa e viche kouezet d’an douar. Bet oa e bourg Lokrist o klask eur banne leaz da zouba he mern, hag edo erru d’ar gear.

— Sell ta, eme unan euz ar re ruz a ioa o tont var he lerc’h, setu aman unan hag a ve mad da ober parez d’an hini koz a zo chommet du-hont da ober he veac’h lann.

— Ia da, eme eun all, guir a leverez. Hennont a zo o klask lann da aoza mern, hag houman a zo bet o kerc’hat leaz da zouba anezhan. Kasomp anezho ho daou da vernia fenoz da di Lucifer, d’an ifern, mar deuz eun ifern bennag.

Hag an oll a zirollaz da c’hoarzin o klevet komzou ker kriz ha ken digaloun.

Ar baourez keaz o klevet anezho o c’hoarzin, a zistroaz he fenn harpet var he baz alek ; ober a reaz eur zell ouc’h al laeroun a ioa var he lerc’h. Mez ne reaz van ebed evit ho guelet nag evit ho c’hlevet. Rak petra e diviche-hi aoun ? Petra e doa-hi da goll ? Ne doa ket eun diner toull var he hano, hag, evel a lavare d’he amezeien, guelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget beva var an douar er baourentez en eur stleja he gar gamm var he lerc’h dre ma’z ea. Abalamour da ze ne reaz van ebed hag e kendelc’haz da vale ken disoursi ha ken dinec’h evel pa viche bet enn he zammik ti, a-uz ar c’hae, o sellet ouc’h ar mor e porz Konk.

Klevet avoualac’h a rea trouz ar fuziliou ha chaok ar zoudardet ; mez petra a rea an traou-ze d’ezhi ? Mont a rea en eur jilgammat, harpet var he baz alek, ep trei nag a gleiz