noun, ar pez a reot a vezo mad, rak, ar pez a reot em c’henver, a vezo evidoun ho faltazi, ha va brasa c’hoant eo plega atao a galoun vad d’ar faltazi-ze. O va Doue, deskit dign pedi.
- Lizer St Per — Trede pennad.
a Breudeur muia karet, bezit atao unanet
etrezoc’h dre ar garantez ar vrasa, kemerit
perz an eil e poaniou egile. Na it ket d’en em
zevel : en em izellaat a zo guelloc’h d’eoc’h.
Na it ket da rei malloz evit malloz, roit, er
c’hountrol, ho pennoz d’ar re a daolo ho
malloz varnoc’h : An dra-ze a rankit da ober
mar fell d’eoc’h kaout bennoz an A. Doue.
Ha m’an deuz c’hoant unan bennag da veza
heuruz, zoken var an douar, ha dreist oll er
bed all, e tle diouall he deod dioc’h an drouk-prezegerez,
gand aoun da lavaret gevier, rak
ar gaou a ia a bell hag a bad pell. Na it ket
ive-ta d’en em zispenn a daoliou teod an eil
egile. Pellait dioc’h an drouk ha grit ar mad.
Klaskit ar peoc’h ha lakit hoc’h oll nerz d’he
derc’hel etre Doue ha c’houi, etre c’houi hag
ho nesa, rak Doue a zell atao gand karantez
ouz ar re vad, hag he ziouskouarn a zo bepred
digor evit selaou ho fedennou.
euruz an nep en em ro penn-da-benn da
Zoue ! Enn-han eman he oll vad, he oll fizianz,
he oll esperanz. Petra eo evit-han madou
ha kollou ar bed-man ? Petra eo dez-han ha
klenved ha iec’hed ? Euz a berz Doue e teuont
oll, ha Doue epken eo he oll vad.