Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —



Epad ar Gloria in Excelsis.


D’eoc’houi, Aoutrou, eo dleet pep meuleudi, pep henor, pep gloar. Ar Zent hag an Elez enn env, an dud eeun a galoun var an douar a gan d’eoc’h eur c’hantik a anaoudegez-vad hag a garantez. Ha me, evidounn da veza eun den a nebeut a dalvoudegez, me a garfe unani va mouez gand ho hini, evit ho meuli eveld’ho. O va Doue, netait va c’haloun ma c’hellign kana ho meuleudiou evel ma z’eo dleet.

Pa ne glaskor nemed gloar Doue e kavor ar peoc’h. Chomm ep kaout c’hoant a netra, ep kaout aoun rak netra, en em lakaat a galoun-vad etre ho taouarn, o va Doue ep sellet nag a gleiz, nag a zeou, setu ar peoc’h a ginnidik dign. — Pax hominibus bonæ voluntatis — Setu ive ar pez a glaskan.

Ar bed a ginnik ive ar peoc’h, mez n’her ro ket kinnik a ra plijadurezou, mez allaz ! re ger e rankor o faea ! C’houi epken, o va Zalver, a c’hell rei ar peoc’h d’an den, ha skuilla enn he galoun laouenedigez ar Spered-Santel. Roit dign, o va Zalver, ar peoc’h oc’h deuet da zigas var an douar !


Epad an Oremuzou.


Aoutrou Doue, ne ouzoun ket petra da c’houlenn diganeoc’h. C’houi a c’hoar a betra em euz izoum, guelloc’h eged na c’houzoun va unan. O va Zad, roit d’ho kraouadur ar, pez a zo ar guela evit-han, ha ne c’hoar ket petra eo. Ne c’houlennan diganeoc’h nag heurusted na kroaz, na madou na dienez en em deuler a ran d’ho treid, digeri a ran d’eoc’h va c’haloun. Sellit ouzign, ha grit dign ar pez a blijo ganeoc’h. Diskarit ac’hanoun, pe savit ac’ha-