Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
imitation ar verc’hes vari.


Ne allan qet, evel ma teziran, fiziout e ven eus a nombr ar re ho car, ma na garan ispicial ar burete, unan eus ar pennou-caus demeus ho cloar.

Mam bur meurbet, mam chast meurbet, rouanes ar guerc’heset, obtenit din ar c’hraç da veva en eur burete qen parfet, ma cafot atao ennon ar merq-se dre behini e c’hanavezit ho pugale muia caret.




CHABIST XI.

Eus ar guir c’hrandeur.


Beza e zeus un diferanç infinit etre ar pes a zo bras ha precius erves ar bed, hac ar pes a zo bras ha precius erves Doue.

Pinvidiguezou bras, tyes, paleziou superb, domestiqet eb niver, a annonç grandeur ar rouanes hac ar brincet. Disprijanç ar bed, horrol evit ar pec’het, carantes Doue, chetu petra a annonç grandeur an den just.

Ar guir c’hloar, ar guir merit eus an den a gonsist о touja[1] Doue hac oc’h observi e c’hourc’hemennou.

An Arc’hæl a oue digacet da gaout Mari gant an Autrou-Doue a lavaras dezi ; Me ho salud, c’hui pehini a zo leun a c’hraç ; an


(a) Eccl. 12. 13.

  1. Eccl. 12. 13.