Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
levr i. chab. x.

zisques ho c’harer, eo ar sourci memes pehini a guemerer da bellaat ar greden e vent dangerou.

Oll e zomp great eus ar memes pri. Erruout a ell ganeomp ar pez a zo erruet gant qement a re-all, pere, siouas ! o deus anavezet ho sempladurez hac a so bet surprenet.

Peguement bennac ma renqer fiziout e sicour graç Doue, eo pec’het en em exposi evel atao d’an danger. Ar sicour-se n’en deo assuret da zen nemet d’an hini en em gav en dentation eb he beza clasqet.

Pa ho pezo gounezet victoriou epad meur a vloaves var an drouc-speret eus an impurete, n’en em gredit qet, evit qement-se, impossubl da veza trec’het.

En em zisfichit atao anezan hac eus ho nerz hoc’h-unan. Bezit fidel da evita an occasionou en em bresant deoc’h bemdes bac a gresq dre finessa an drouc-speret. Neuse Doue a royo deoc’h graçou nersus, en occasionou-se pere en em bresant pa songer an nebeuta ha pere ne aller da drec’hi nemet dre ur vertus crên meurbet.

O Guerc’hes, mam Doue ! obtenit din an difizianç-se ac’hanon va-unan, ar brudanç-se em actionou ; ar vortification eus va daoulagad, eus va zeaud, eus va diouscouarn, qen necesser din evit en em gonservi didach dioc’h al lubricite.