Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
levr i. chab. vi.

ре perac da viana e lachaït, goude beza commancet gant qement a êar.

Doue a n’effen qet hirio eur mæstr qer bras ha qen dign eus ho carantez evel ma oa er gommançamant ? A ne zepantit-hu qet qement diountan breman evel guech-all ? An obligation da veza tout dezan a n’efhi qet ingal e pep amser eus ho puez ?

Dre m’a c’havancit en oad, madoberou Doue a gresq en oc’h andret. Gantho e tle cresqi oc’h anaoudeguez vad ha parconseqant ho fidelite.

Doue ebqen en deus furmet ho calon evintan e-unan ha non pas evit qen. En ives eta a dle beza ar mæstr eus e dra.

N’en deus qet lavaret deoc’h : prestit din ho calon, mæs roït din ho calon. Fidel d’e vouez, ho poa-en consacret dezan. Pe seurt guir oc’h eus-hu d’el laëres ?

Re a henor a ra d’ar bed an nep a ro dezan eul loden eus e garantez. Ober a ra da Zoue an outrach ar brassa an nep a laca ar bed gant Doue en e galon.

Lavaret a rit e considerfac’h evel ar brassa eus ar malheuriou, beza tennet a douez mignonet Doue. Mæs, e santimant Doue, eur mignon lach a so eur mignon,pehini a ra eug dezan, evel ma rafe donger deoc’h eur bouet preparet fall.

Ho Toue ne gred qet ober re oc’h en em