Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
imitation ar verc’hes vari.


Ar sacrifiç a rejoc’h d’ho crouer, eus ho liberte, evit n’ho pige qen bolontes nemet e-hini.

Ne falvezas deoc’h caout qen plijadur er bed-ma nemet an hini da blijout d’ho Toue, na qen contantamant nemet an hini d’en em briva eus a bep joaüsdet ar bed dre garantes evintan.

Evel eur vezen plantet e douar mad, a resist oc’h ar goal amser, a bouls ingal e oll brancou, bac a brodu en ho phoënt fleur ha frouez, ar memes tra, ô mam Doue ! eur vech ma zeo bet oc’h ene arroset gant an dour eus ar c’hraç, n’oc’h eus qet e lêzet da zisec’ha dre ar goal avel eus ar pec’het.

Mæs bepret ferm hac ardant evit ar santelez, oc’h eus var diouasqel ar c’hraç niget eus an eil vertus en e-ben, eus un eil degre a berfection en unan-all, eb jamæs costeza e nep tu.

Oc’h exempl a gondaon an infidelite hac an inconstanç eus va bues, va lachete, va c’hlouarder e servich Doue.

Va c’homportamant am golo a vez. Doue, o veza atao ar memes em andret, a virit atao eus va fers ar memes fidelite, ar memes attach.

Mari.

Ar vues-ma a so evel eur redadec e pen pehini ema ar barados evit pris ha recompanç. Perac, va mab, en em arretit e creis an hent,