Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
levr i. chab. iii.





CHABIST III.

Eus ar sourci a dleomp da gaout da gonservi graç Doue.

Ar Verc’hes, concevet, e graç Doue, eb tach ebet eus ar pec’het, eb inclination ebet d’ar pec’het, ne doa qet a sujet da gaout aon eveldomp-ni da gueza er pec’het.

Gouscoude, oc’h examina he feçon da veva ha d’en em gomporti, e vige lavaret e divige mui da gaout aon eguet domp-ni.

Beilla a rê bepret var he c’halon, evel p’o divige gallet ar grouadurien obten he affection hac he c’harantez.

Beilla a rê var he zeaud, var he oll gomzou, evel p’e divige da zisfiziout eus he musellou.

Concevet gant an oll brivilachou eus an innoçanç hac ar santelez, e falvezas dezi beva bepret er binigen.

Evidomp-ni, pegnement bennac e ve an diaoul evel eul lion о yudal, o rodal en dro deomp evit hon devori ; peguement bennac e vemp sempl, n’or beus aon ebet, na guemeromp sourci ebet d’en em zioual oc’h e bechou, oc’h an dangerou e pere e maomp da goll graç Doue.

Amsao a reomp e zomp ar sempladurez memes, ha gouscoude en em exposomp gant har-