fizianç var-zu ennoc’h, ô va mam ! mam a drugarez ! A nevez flamm e renonçan da Satan, d’e bompou ha d’e œuvrou. O graç eus va Doue, tensor ar preciussa dispriget ganen ! Ra zeuio va brec’h da zizec’ha, va c’horf da vervel, mar teuan mui d’oc’h ancounac’hât. En em roït din adarre dre vertuz ar gontrition : me ho cuso em c’halon, ha leun a joa da bossedi an dra breciussa possubl evit an den er bed-ma, me a yelo gant courach var-zu va guir vro an èn, evel eur veachour pehini pourveet eus an traou necesser, bepret gouscoude var evez en aon n’ho c’holfe, n’en em arret qet evit chelaou ar vouez tromplus eus ar re a falfe dezo e arreti var digareou interesset ha dangerus.
O Guerc’hes ! en toui a ran e presanç oc’h imach, ha gant ar brassa fizianç, en ho madelez hac en ho calloud ; hiviziqen me a guemero evit model eus an istim a dlean da ober eus a c’hraç va badiziant, an istim oc’h eus grêt hed ho pues, eus a c’hraç ho conception dibec’h.
O Mari ! ô Mari ! ô va mam dener ! Accordit ho penediction d’an indigna eus ho pugale : benniguit va resolution da goves gant glac’har va oll bec’hejou.