Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxvij
litaniou ar verc’hes.


Santes Mari, mam da Zoue,
C’houi eo a bedomp-ni goude,
Guerc’hes santel ar guerc’heset,
Pa zomp deoc’h en em adresset,
Pa zoc’h da Jesus ar vam dign,
Hac ar vam eus ar c’hraç divin,
Pedit evidomp deiz ha noz,
Evit ma zaïmp d’ar barados.
Mam bur ha neat a bep pec’het,
Mam chast ha mam divlam chomet,
Ur vam dign da veza caret
Ha da veza cals admiret,
C’houi a so guir vam d’hor C’hrouer,
C’houi a so guir vam d’hor Salver,      pedit, etc.
Guerc’hes prudant ha venerabl,
Guerc’hes a so meurbet meulabl,
Guerc’hes a so qer galloudus,
Qen douç ha qen trugarezus,
Guerc’hes a so fidel bepret,
Mellezour a justiç parfet,      pedit, etc.
C’houi eo demeuranç ar furnez,
C’houi so qiriec d’hon levenez,
Hac ur vessel spirituel,
Dign a un enor eternel,
Ur vessel a zevotion,
Dign a gonsideration,      pedit, etc.
C’houi a so un tensor precius,
Hac ur rosen mysterius,
Tour David, tour a olifant,
Palæs aour-fin hac excellant,