Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxvj
litaniou ar verc’hes.

met evit ar binigen hac ar vertus, ne zesirin mui er bed-ma nemet carantes Doue em ene.

Ho madoberou, ô Guerc’hes vad ! a occupo qement va ene, ma consacrin va oll songesonou, va oll gomsou, va oll œuvrou da servicha hon Autrou Jesus Christ, ho Mab, ha d’oc’h henori c’hui, ô va guëlla mam ! hed va bues hac hed an eternite.

Gloar, henor, benediciion ha meuleudi dreisoc’h, d’ho Mab Jesus, ha dre Jesus, d’an Dreindet adorabl, a vrema da viqen !…



LITANIOU AR VERC’HES.
————

Autrou Doue, oll galloudus,
Hac hep mesur trugarezus,
C’houi a vel peguen infirm omp,
Ho pêt compassion ouzomp.
Jesus-Christ, Redemptor ar bed,
Distroit ouzomp, ni ho ped,
Chelaouit ouz hor pedennou,
Hac exaucit hor goulennou.
Ni ho ped, c’noui Tad eternel ,
C’houi Map, ha c’houi, Speret-Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Galvet an Dreindet souveren,
Da sellet ouzomp a druez,
Pa regretomp hor goal vuez ;
Enoc’h epquen ec’h esperomp,
Rac se ho pet truez ouzomp.