Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/387

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
levr iv. chab. ix.


Petra benac a souhætfac’h, ma ne ves qet control da c’hloar Doue ha d’ho silvidigues, me а vezo atao disposet d’ho chelaou.

Na c’houlennit jamæs netra nemet o tesirout beveich ma vezo bolontes Doue accomplisset. Eцr beden hac a reot din en disposition-se na vezo jamæs eb eur froues benac.

Beza e zeus christenien pere am ped da obten dezo ar pes a ouzont ervad n’en deo qet erves bolontes Doue. Ha dleout a reont-hi gortos beza chelaouet ?

Re-all ne sonjont d’am pedi nemet pa ves qestion a vadou an douar : a hent-all ne reont absolumant forç ebet eus a vadou ar c’hraç.

Mar pedan evitho n’en deo qet evit obten dezo ar pes a c’houlennont bac a ves noasus dezo, mæs goulen a ran evitho ar pes ne sonjont qet da c’houlen hac a ve util dezo.

Goulen a ran evitho afflictionou, pere, oc’h o distaga dioc’h an douar, a rafe dezo sonjal en êe ; graçou a gonversion hac a silvidigues, greçou evit cresqi e vertusiou, e meritou ; chetu enо petra a ranqer da c’houlen ouzin arauc pep tra.

Hevelep pedennou a cbelaouan atao favorablamant.

Ne c’houlennan a vadou temporel evit ar re a bed ac’hanon, nemet e qement a ma velan, er madou-se, eur guir avantaich evitho.

Gounit eur proces, caout un eost abondant