Portret ar parfæta eus a Jesus, аr squer divin-se a zouçder hac a vadeles, pehini oc’h eus guëlet tri bloas ha tregont dirac ho taoulagad, var an douar ; c’hui, ô Guerc’hes ! evel Jesus, a gar ive ober[1] vad.
Var an trôn-se a c’hloar var behini en deus Doue ho savet en evou, c’hui a imit e vadeles.
Aliessoc’h cals e laca e c’hraçou da zisqen var an dud memes ar re ingrata, eguet na læs da guëza e voaligner evit ho phunissa.
Ah ! Guerc’hes santel, evit barn eus a vadeles ho calon, n’em, eus nemet consulti va c’halon va-unan, nemet consideri ar santimanchou o deus imprimet ennan ho madoberou continuel.
Beza e zeus, eus ho madeles e calonou an dud fidel, eur breuven a zantimant crevoc’h eguet pep ræson.
Va mab, en oll circonstançou diæs ha fachus e pere en em gafot, galvit ac’hanon d’ho sicour, ha me a intercedo evidoc’h.
(a) Act. 10. 38.
- ↑ Act. 10. 38.