oc’h va difen dirac ar re pere am attaq.
Qemerit sourci, laqit oc’h oll acqet da zifen va interest, da lacât glorifia, henori ha caret ho mam, evel ma qemeran pep sourci ac’hanoc’h.
N’en deo qet aoualc’h rei din, goude Jesus, ho calon, ma na brofitit eus an occasionou pere a gavit evit gounit din calonou-all.
Guelit, va mab, ar boan a guemer an heretiqet, ar gristenien fall evit distruja an henor pe evit semplaat an henor a recevan digant ar guir gristenien.
Deoc’hui eo, va mab, da repari an outrajou-se, erves ho calloud, evit gloar Doue.
An ifern, en effet, a so bet atao dichadennet a enep deoc’h, ô Guerc’hes santel !,
An hano a Vari, an hano-se qer venerabl ha qen douç evit an oll dud fidel, a so bet atao casseat gant an droug-sperejou.
C’hui a so ar[1] vaoues-se a behini e parlante Doue e commançamant ar bed, ha pehini a dlie un deis bruzuna penn ar serpant, рenn an droug-speret.
Chetu eno ar pen-caus eus ar gassoni o deus an droug-sperejou a enep deoc’h. Evel ma о defe c’hoant da goll an oll dud, o defe c’hoant ive n’en defe den recours deoc’h.
(a) Gen. 3. 15.
- ↑ Gen. 3. 15.