Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
333
levr iv. chab. vi.


Petra na allan-me beza qen anflammet a garantes evidoc’h, ô va mam santel ! evel ma zeo an æles ho-unan ! Mæs ar bonheur-se a so reservet evit an êe.




CHABIST VI.
Eus ar gouraich a dle eur c’hrouadur da Vari caout evit interest ha gloar e vam.


Mari.

Va mab, me a so ho mam : a guement-se e roan deoc’h testeniou continuel, dre va madoberou.

C’hui a so va c’hrouadur, hac er galite-se e rentit din bommaich ; va guervel a rit d’ho sicour en ho tentationou hac en ho poaniou ; esperout a rit em galloud dirac Jesus.

Mæs, etre an oll voyenou da zisquës din ho carantes, e zeus unan hac a negligit cals.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h er rei din da anaout, ô mam vad ! Me fell din en em acquita eus va oll deveriou еn oc’h andret.

Mari.

Ne glasqit qet aoualc’h procuri va benor ha va gloar. Seblantout a ra memes oc’h eus poan